Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Yann  -  Traduction Kenvreuriez  -  An aviel hervez Sant Yann – Eur pennad-kinnig

Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Yann – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1982.

An aviel hervez Sant Yann
Eur pennad-kinnig

A BELEH E TEU

An Aviel hervez Sant Yann eo ar pevare hag an diweza euz ar pevar Aviel, bet skrivet moarvad diwezad a-walh, war-dro fin ar hantved kenta.

Eul lodenn anezañ a-vad a hellfe beza bet skrivet abretoh, rag, war a zeblant, eo bet savet e meur a wech.

Ar pez a zo gwir eo ez eus bet kavet e Bro-Ejipt eun tammig « papiruz » euz ar bloavez 120 pe war-dro, warnañ eur frazenn bennag euz Aviel Sant Yann.

N’eo ket mammenn an Aviel-mañ, war a greder, ar memez hini gand mammenn an tri Aviel all. An eñvoriou a gaver amañ euz Jezuz a zeu, a-dra-zur, digand Sant Yann e-unan : « An hini a oa karet gand Jezuz ». Santoud a reer e-neus bet Yann hag e ziskibien prederiet hir-amzer, war gomzou ha war vurzudou Jezuz. Med, moarvad, ar pevare Aviel, evel m’eo bet deuet beteg ennom, n’eo ket bet skrivet war-eun gand Sant Yann, med gand e ziskibien.

PENAOZ EO BET SAVET

Bez’ ez eus, er pevare A viel, meur a bennad hag a gaver en tri Aviel all ; evel Badeziant Jezuz, ar varhadourien kaset er-mêz euz an Templ, burzud ar bara kresket, ar Gambr-lid, ha dreist-oll Pasion ha Rezureksion Jezuz.

Ha ma n’e-neus danevell e-béd war vugaleach Jezuz, evel Sant Vaze ha Sant Lukaz, e-neus, evelato, eur « rag-lavar », el leh ma tisplég deom sklêr e teu Jezuz euz Doue.

Med ar framm euz e Aviel a zo disheñvel mad gand Yann. Gwelloh e-neus kavet ober eun dibab e-touez an darvoudou a gaver e buez Jezuz : Kana, Nikodem, ar Zamaritanez, an dén seizet, ar bara kresket, gouel an Teltennou, an dén ganet dall, Lazar, ar Goan-ziweza, ha lakaad da heul an darvoudou-mañ eur gelennadurez hir o tond anezo.

Tad ar pevare Aviel a implij nebeud a heriou. Aliez e vezont ar memez re. Med gand an niver bihan a heriou-ze, e tigor deom dremweliou dreist-ordinal, beteg mond zokén e diabarz Mister Jezuz gwir Doue.

KEMENNADUREZ

Kelou Mad ar Pevare Aviel a zo en e-béz er « rag-lavar » :

Jezuz eo gwir Vab Doue, krouer ar béd. Bez’ ez eo ar Vuez evid kement hini a gréd ennañ. Dén eo en em hreet, ha roet e-neus deom da anaoud Mister Doue eDad, ha digantañ on-eus bet pep tra…

A-dreuz eun nebeud burzudou dibabet gantañ, adreuz eur gelennadurez don, Jezuz, e gwirionez, en em ziskouez evel Sklêrijenn ar béd, evel an hini a zo deuet da rei ar Spered-Santel, an hini en em hra, dre e varo hag e Rezureksion, buez ar béd ; ar Bara diskennet euz an Nenv hag a vag evid eur Vuez peurbaduz…

Morse ne heller lavared beza peurlennet an Aviel-ze. Kaer e vez e lenn, e kaver ennañ atao traou nevez, donderiou kuzet.

Peseurt respont a houlenn diganeom ? Ar Feiz. Hag an dra-ze eo ar pez a lavar deom al lizer kenta bet skrivet gand ar memez Yann :

« An neb a gréd e Mab Doue, e-neus ennañ testeni Doue. Ha setu amañ pehini eo an testeni-ze : E-neus Doue roet deom ar Vuez peurbaduz, hag ema ar Vuez-se en e Vab. An hini e-neus ar, Mab, e-neus ar Vuez. An hini n’e-neus ket Mab Doue n’e-neus ket ar Vuez. Skrivet am-eus deoh an traou-mañ, deoh-c’hwi hag a gréd en ano Mab Doue, evid ma ouezoh mad ho-peus ar Vuez peurbaduz » (1 Yann, 5, 10-13).

Nous utilisons des cookies pour vous proposer une meilleure expérience de navigation, des contenus et services adaptés à vos centres d’intérêts, pour en savoir plus consultez notre politique de confidentialité.

Réglages des cookies

Ci-dessous, vous pouvez choisir quels types de cookies vous souhaitez accepter sur notre site internet. Cliquer sur le bouton "Enregistrer les réglages" pour appliquer vos préférences.

Cookies de fonctionnement (obligatoire)Ces cookies sont nécessaires et garantissent le bon fonctionnement ainsi que l'optimisation de notre site internet.

Cookies analytiquesCes cookies permettent d’obtenir des statistiques de fréquentation de notre site internet afin d’optimiser son ergonomie, sa navigation et ses contenus.

Cookies sociauxNotre site internet peut utiliser des cookies liés aux réseaux sociaux pour vous montrer du contenu tiers comme YouTube et Facebook. Ces cookies permettent d’interagir depuis notre site internet et de partager les contenus du site, lorsque vous cliquez sur les modules "Partager" de Facebook, par exemple. En désactivant ces cookies, vous ne pourrez plus partager les articles de notre site sur les réseaux sociaux.

Cookies de ciblage publicitaireCes cookies peuvent permettre à notre site internet de vous présenter des publicités plus pertinentes et adaptées à vos centres d’intérêt en fonction de votre navigation sur le web. En désactivant ces cookies, des publicités sans lien avec vos centres d’intérêt supposés vous seront proposées sur notre site.

AutresNotre site internet peut utiliser des cookies tiers provenant d'autres services qui ne sont pas de type analytique, social ou publicitaire.