Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Yann  -  Traduction Kenvreuriez  -  Aviel Jezuz-Krist hervez sant Yann – Pennad 16

Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Yann – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1982.

Aviel Jezuz-Krist hervez sant Yann
Pennad 16

Pennad 16

1 An traou-ze am-eus lavaret deoh
evid ho mired da veza skoillet.

2 Taolet e vezoh er-mêz euz ar zinagogou ;
dond a ra zokén an eur
d’an hini ho lakaio d’ar maro,ma kredo dezañ kinnig da Zoue eur zakrifis.

3 Ober a raint kement-se
ablamour n’o-deus anavezet nag an Tad na me.

4 Med lavaret am-eus deoh an traou-ze,
evid m’ho-po soñj, pa zeuio an eur,
am-boa o lavaret deoh ;
n’am-eus ket o lavaret abaoe ar penn kenta
o veza m’edon ganeoh ».

OBEROU AR SPERED-SANTEL

5 « Med bremañ ez an daved an hini e-neus kaset ahanon
ha ne houlenn nikun ahanoh ouzin :
« Da beleh ez ez ? »

6 « Hag ablamour m’am-eus lavaret an dra-ze deoh
eo bet leuniet ho kalon a dristidigez.

7 « Med me a lavar deoh ar wirionez :
Eun dra vad eo evidoh ez afen kuit,
rag ma ne ’z an ket kuit,
ne zeuio ket ar Skoazeller davedoh ;
er hontrol, ma ’z an kuit,
e kasin anezañ deoh.

8 « Hag eñ a ziskouezo sklêr d’ar béd
ar pehed,
ar justis
hag ar varnedigez [47].

9 « Ar pehed,
e kement ha ne gredont ket ennon.

10 « Ar justis,
e kement ha ma ’z an daved va Zad,
ha n’am gweloh mui.

11 « Ar varnedigez
e kement ha m’eo bet barnet dija
priñs ar béd-mañ.

12 « Kalz traou all am-eus c’hoaz da lavared deoh,
med n’oh ket evid o dougenn bremañ.

13 « Pa vo deuet ar Spered a Wirionez,
Eñ a reno ahanoh er wirionez penn-da-benn,
rag n’eo ket anezañ e-unan eo e komzo,
med kement a glevo a lavaro ;
hag ar pez a zo da zond a zisklerio deoh.

14 « Gloar a roio din
rag kemer a raio euz ar pez a zo din
evid henn diskleria deoh.

15 « Kement a zo d’an Tad a zo din,
setu perag am-eus lavaret deoh :
« Kemer a raio euz ar pez a zo din
« evid henn diskleria deoh ».

GOUELVAN HA LEVENEZ

16 « C’hoaz eun nebeud amzer
ha n’am gweloh mui,
ha c’hoaz eun nebeudig amzer
hag am gweloh ».

17 Neuze e lavaras kenetrezo lod euz e ziskibien :
— « Petra ’lavar deom :
« C’hoaz eun nebeudig amzer
« ha n’am gweloh mui,
« ha c’hoaz eun nebeud amzer
« hag am gweloh ? »
Pe c’hoaz :
« Daved va Zad emaon o vond. »

18 Lavared a reent eta :

« Petra eo « an nebeud amzer-ze » ; ne intentom ket petra ’fell dezañ lavared ».

19 O houzoud o-doa c’hoant da ober goulennou outañ, e lavaras Jezuz dezo :
— « Klask a rit gouzoud kenetrezoh,
petra ’fell din lavared gand :
« C’hoaz eun nebeud amzer
« ha n’am gweloh mui,
« ha c’hoaz eun nebeud amzer
« hag am gweloh ».

20 « E gwirionez, e gwirionez m’hel lavar deoh :
C’hwi a ouelo hag a hirvoudo,
endra ma vo laouenedigez gand ar béd :
C’hwi a vo glaharet,
med trei a raio ho klahar e levenez.

21 « Eur vaouez, pa laka he hrouadur er béd,
a zo en dristidigez,
o veza m’eo deuet ar mare eviti.
Med p’he-deus ganet he hrouadur,
n’he-deus mui a zoñj euz he foan
gand ar joa he-deus
o veza ma ’z eus deuet eun dén er béd.

22 «  Evel-se, c’hwi a zo bremañ en dristidigez,
med ho kweled a rin en-dro,
ha laouennaad a raio ho kalon,
hag al levenez-se ne vo dén d’he lemel diganeoh.

23 « Hag en deiz-se,
ne reoh ouzin goulenn e-béd kén war netra.
E gwirionez, e gwirionez m’hel lavar deoh,
kement tra a houlennoh digand va Zad, em ano,
a vo roet deoh gantañ.

24 « Beteg-henn n’ho-peus goulennet netra em ano.
Goulennit hag e resevoh,
hag e vo leun-barr ho levenez ».

AN TREH D’AR BED

25 « Lavaret am-eus an traou-ze deoh
e parabolennou.
Med dond a ra an eur ha ne gomzin ket ouzoh e parabolennou,
med komz a rin sklêr
diwar-benn va Zad.

26 « En deiz-se e houlennoh em ano,
ha koulskoude ne lavaran ket
e pedin an Tad evidoh,

27 rag an Tad e-unan ho kar
rag m’ho-peus va haret
ha m’ho-peus kredet ez on deuet euz a Zoue.

28 « Eet on er-mêz euz an Tad
ha deuet er béd.
Ha bremañ e kuitaan ar béd,
hag e tistroan da gavoud va Zad ».

29 E ziskibien a lavaras dezañ :

— « Setu ma komzez didroidell bremañ hag e lezez a-gostez pep doare damguz. 30 Bremañ e houzom eh anavezez pep tra, ha n’az-peus ket ezomm e rafe dén goulennou ouzit. Setu perag e kredom ez out deuet euz a Zoue ».

31 Ha Jezuz a respontas dezo :

— « Kredi a rit bremañ !

32 « Setu ma teu an eur,
ha deuet eo,
ma vezoh strewet pep hini diouz e du,
ha ma lezoh ahanon va-unan.
Med n’emaon ket va-unan ;
an Tad a zo ganin.

33 « An traou-ze am-eus lavaret deoh
evid m’ho-po ar peoh ennon.
Er béd-mañ e kavoh trubuill,
med ho pet fiziañs ;
treh on bet d’ar béd ».