Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Yann  -  Traduction Kenvreuriez  -  Aviel Jezuz-Krist hervez sant Yann – Pennad 10

Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Yann – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1982.

Aviel Jezuz-Krist hervez sant Yann
Pennad 10

Pennad 10

PARABOLENN AR MESAER

1 — « E gwirionez, m’hel lavar deoh,
an hini n’e d-a ket e kraou an deñved
dre an nor,
med a bign dre eul leh all,
hennez a zo laer ha ribler.

2 « An hini a ya dre an nor eo pastor an deñved.
3 « Ar porzier a zigor dezañ,
hag an deñved a zelaou e vouez.
An deñved a zo dezañ
a vez galvet gantañ pep hini dre e ano,
hag e kas anezo er-mêz.

4 « P’e-neus kaset oll e re er-mêz,
e kerz en o-raog.
An deñved a ya d’e heul,
rag anaoud a reont e vouez.
5 « Ne d-aint ket da heul eun dén all,
med tehed a raint dioutañ,
rag ne anavezont ket mouez ar re all ».

6 Setu ar barabolenn lavaret gand Jezuz d’ar Farizianed, med ne gomprenjont ket ar pez a lavare dezo. 7 Ha Jezuz a lavaras dezo adarre :

— « E gwirionez, e gwirionez m’hel lavar deoh,
Me eo dor an deñved.
8 « Laeron ha tud fall eo
ar re oll a zo deuet em-raog ;
med an deñved n’o-deus ket o zelaouet.

9 — « Me eo an nor :
An neb a antreo drezon a vo salvet ;
mond ha dond a raio euz ar hraou d’ar mêz,
ha kavoud a raio da beuri.

10 « Al laer a-vad ne zeu nemed evid laerez,
laza ha distruja.
Me ’zo deuet evid rei ar vuez d’an dud
ma vezint beo-buezeg.

11 « Me eo ar Pastor Mad.
Ar Pastor Mad a ro e vuez evid e zenved.

12 « An hini n’eo nemed ar mevel,
ha n’eo ket-en ar pastor
pa n’eo ket an deñved e re dezañ,
a jom dizober da zelled
pa wél ar bleiz o tond,
a zilez an deñved
hag a deh kuit.
Hag ar bleiz a skrap anezo
hag a ra dezo mond amañ hag ahont.

13 « Ar mevel a deh kuit,
pegwir n’eo nemed mevel
ha n’eo ket chalet gand an deñved.

14 « Me eo ar Pastor Mad :
Anaoud a ran va re,
ha va re am anavez,
15 « evel ma ’h anavez an Tad ahanon,
ha ma ’h anavezan, me ive, an Tad.
Ha va buez a roan evid va deñved.

16 « Deñved all am-eus c’hoaz [34],
ha n’emaint ket er park-deñved-mañ.
Ar re-ze ive am-eus da ren.
Kleved a raint va mouez,
ha ne vo nemed eun tropell
hag eur pastor hepkén.

17 « Ma kar an Tad ahanon,
eo ablamour ma roan va buez
evid he hemer en-dro.

18 « Dén e-béd ne denn anezi diganin,
med me eo
a ro anezi ahanon va-unan ;
Galloud am-eus d’he rei,
ha galloud am-eus d’he hemer en-dro.
Kement-se a zo bet gourhemennet din da ober a-berz va Zad ».

19 Ar homzou-ze a lakeas en-dro dizunaniez etre ar Juzevien. 20 Meur a hini anezo a lavare :

— « Dalhet eo gand an droug-spered ; kollet e-neus e benn ; perag e selaouit enezañ ? »

21 Med re all a lavare :

— « N’eo ket aze komzou eun dén dalhet gand an droug-spered. Daoust hag eun droug-spered a hell digeri daoulagad tud dall ? »

VA ZAD HA ME NE REOM NEMED UNAN

22 Edod o lida e Jeruzalem gouel an Dedi [35]. Ar goañv a oa. 23 Jezuz a oa o vond hag o tond en templ, dindan porched Salomon. 24 Ar Juzevien en em zastumas en-dro dezañ hag a lavaras :

— « Beteg pe vare e lezi ahanom en arvar ? Ma ’z out ar Hrist, hel lavar deom sklêr ».

25 Jezuz a respontas dezo :

— « Hel lavaret am-eus deoh ha ne gredit ket.
An oberou a ran en ano va Zad
a ro testeni din,
26 « med ne gredit ket
dre ma n’oh ket euz va deñved.

27 « Va deñved a zelaou va mouez ;
Me o anavez
hag int-i a zeu d’am heul.
28 « Me ’ro dezo ar vuez peurbaduz ;
ne d-aint biken da goll,
ha nikun n’o diframmo euz va dorn.

29 « Va Zad e-neus roet anezo din,
hag Eñ a zo brasoh eged an oll.
Kement am-eus bet digand va Zad
a dalv muioh eged pep tra all,
ha dén ne hell diframma netra euz dorn va Zad.

30 « Va Zad ha Me
n’om nemed unan ».

31 Eur wech muioh e tastumas ar Juzevien mein evid e labeza.

32 Neuze e lavaras Jezuz dezo :

— « Greet em-eus dirazoh
kalz a oberou kaer
hag a zeu euz va Zad ;
evid pehini anezo
e fell deoh va labeza ? »

33 Ar Juzevien a respontas dezañ :

— « Neo ket evid eun oberenn gaer eo e fell deom da labeza, med evid eul le-doued, o veza m’en em lakez Doue, te hag a zo eun dén ».

34 Jezuz a respontas dezo :

— « Daoust ha n’eo ket skrivet en ho Lezenn :
« Lavaret am-eus, c’hwi ’zo doueed ».

35 « Ma teu ar Skritur da rei an ano a Zoue
d’ar re a zo bet embannet dezo komzou Doue
— ha ne hell ket ar Skritur beza kaset da ’fall —
36 « penaoz neuze e lavarit
d’an hini a zo bet santelleet gand an Tad
ha kaset gantañ d’ar béd :
blasfemi ’rez,
war zigarez m’am-eus lavaret :
« Mab Doue on ? »

37 « Ma ne ran ket oberou va Zad,
chomit hep kredi ennon.
38 « Med ma ran anezo,
ha goude ma ne gredfeh ket ennon,
kredit en oberou-ze,
hag evel-se e ouezoh,
hag e ouezoh muioh-mui,
ema an Tad ennon
evel m’emaon en Tad ».

39 Neuze e klaskont eur wech c’hoaz kregi ennañ med tehed a reas a dre o daouarn.

40 Jezuz a zistroas en tu all d’ar Jordan, el leh m’edo Yann o vadezi er penn kenta, hag e chomas eno.

41 Kalz tud a zeue davetañ hag e lavarent :

— « Yann, gwir eo, n’e-neus greet burzud e-béd, med gwir e oa kement e-neus lavaret diwar-benn an dén-ze ».

42 Ha niveruz e oant eno ar re a gredas ennañ.