Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Lukaz  -  Traduction Danielou  -  An aviel hervez Sant Lukaz – Pennad 12

An aviel hervez Sant Lukaz
Pennad 12

Pennad daouzeg

Goell ar farizianed

1 Neuze en em vod ar boblad-tud, dre vilierou, beteg pignad war an treid, an eil d’egile. Krogi a ra Jezuz da lavared, ha d’e ziskibien da genta : « Diwallit diouz goell ar farizianed hag a zo ar pilpousèrèz. 2 N’eus netra holoet hag a jomo heb beza dizoloet. N’eus netra guzet hag a jomo heb beza anavezet. 3 Evel-se eta, pep tra ho-po lavaret en deñvalijenn a vo klevet er sklêrijenn. Hag ar pez ho-po lavaret e pleg ar skouam, er haoiou, a vo embannet war al leurennou-toenn »

Bezit dizaon

4 « Lavared a ran deoh, ma mignoned, n’ho-pet ket aon rag ar re a laz ar horv : ne hellont ober tra all ebed goude-ze. 5 Med emaon o vond da ziskouez deoh piou ho-peus da gaoud aon razañ : ho-pet aon rag an neb e-neus ar galloud da stlepel er jehenn, goude m’e-neus lazet. Ya, lavared a ran deoh : hennez ho-pet aon razañ.

6 Daoust ha ne vez ket gwerzet pemp filip evid daou wenneg ? Ha ne vez dizoñjet nikun anezo dirag Doue. 7 Kontet eo blevennou ho penn zoken, oll anezo. Bezit dizaon : talvoud a rit-c’hwi dreist eun nijad filiped.

8 Lavared a ran deoh : neb piou bennag en em zisklêrio a-du ganin, dirag an dud, en em zisklêrio mab an den a-du gantañ ive, dirag êlez Doue. 9 Ha neb piou bennag e-no ma nahet, dirag an dud, a vo nahet dirag êlez Doue ».

Ar ger dizakr a-eneb ar spered

10 « Neb piou bennag a lavaro eur gomz a-eneb mab an den, e vo pardonet kement-se dezañ. Med an hini e-no lavaret eur ger dizakr a-eneb ar Spered Santel, ne vo ket pardonet an dra-ze dezañ ».

Ar Spered a zesko deoh

11 « Pa viot kaset dirag ar zinagogennou, dirag an dud halloudeg, ha dirag ar pennou-braz, arabad deoh beza nehet evid gouzoud penaoz ha gand peseurt komzou en em zivenn, ha petra lavared. 12 Rag ar Spered Santel eo a zesko deoh, d’an eur-ze justamant, petra ho-po da lavared ».

Diwallit diouz peb gwall hoantegez

13 Eun den bennag, a-douez an dud, a lavar da Jezuz : « Mestr, lavar d’am breur lodenna an hêrez ganin ». 14 Respont a ra dezañ : « Paotr, piou e-neus laket ahanon da vamer pe lodenner warnoh ? » 15 Lavared a ra dezo : « Gwelit ! Diwallit diouz peb gwall hoantegez, rag, daoust m’e-neus eun den bennag pinvidigeziou, ne zeu ket talvoudegez e vuhez euz e vadou ».

An den pinvidig diskiant

16 Lavared a ra dezo eur barabolenn : « Puill eo bet an eost war douarou eun den pinvidig. 17 Soñjal a ra ennañ e-unan : “Petra ’rin ? emezañ, N’em-eus ket plas a-walh da horren ma eost. 18 Setu , emezañ, ar pez a rin : distruja ma hrignoliou ha sevel reou all brasoh. Enno e tastumin ma ed a-bez ha ma madou. 19 Hag e lavarin d’am ene : Ma ene ! kalz madou az-peus berniet, evid hir bloaveziou ; diskuiz, debr, ev ha gra chervad”. 20 Doue a lavar dezañ : “Den diskiant ! En noz-mañ e vo goulennet da ene en-dro diganit. Da biou e vo ar pez az-peus-te dastumet ?” 21 Evel-se e vo kont gand an hini a zastum evitañ e-unan, e-leh dond da veza pinvidig dirag Doue ».

Bezit dineh

22 Lavared a ra Jezuz d’e ziskibien : « Bez’ e lavaran deoh : bezit dineh evid ho puhez : petra debri ? hag evid ho korv : gand petra e wiska ? 23 Rag talvoud a ra ar vuhez muioh eged ar boued hag ar horv muioh eged ar wiskamant. 24 Sellit ouz ar brini : ne hadont ket ha ne vedont ket ; n’o-deus na kel na krignol, ha Doue a vag anezo. Pegement e talvezit-c’hwi muioh eged al laboused. 25 Piou en ho-touez a hell, dre forz tregas, lakaad eun ilinad ouspenn da hirder e vent ? 26 Ma jomit dihouest, evid kennebeud zoken, perag beza nehet gand an traou all ? 27 Sellit ouz al lili : ne nezont ket ha ne wiadont ket. Me a lavar deoh a-vad penaoz n’eo ket bet Salomon zoken, e-kreiz e hloar, gwisket evel unan anezo. 28 Ma vez gwisket evel-se gand Doue geot ar parkeier hag a zo beo hirio hag a vo taolet warhoaz en tan, pegement muioh e raio evidoh, tud dister o feiz ! 29 Ha c’hwi, arabad klask : petra debri ? petra eva ? Bezit dineh, 30 rag setu aze an oll draou ez eus klask warno gand ar bayaned. Med ho Tad a oar mad ho-peus ezomm anezo. 31 Klaskit kentoh e rouantelez hag kement-se a vo roet deoh ouspenn. 32 Bezit dizaon, tropell vihan, plijet eo bet d’ho Tad roi deoh ar rouantelez. »

El leh m’ema ho tenzor, ema ho kalon

33 « Gwerzit ho maclou hag o roit en aluzenn. Grit evidoh yilhier ha ne gosaont ket, eun teñzor en neñvou ha n’a ket da goll, elleh na zeu ket al laer tost ha na grign ket an tartouz. 34 Rag, el leh m’ema ho teñzor, aze ema ive ho kalon ».

O havoud a ray war evez

35 « Chomit gand eur gouriz en-dro d’ho kroaz-lez ha gand ho lampou war-elum. 36 Ha bezit-c’hwi heñvel ouz tud o hortoz o mestr pa zeuio d’ar gêr, war-lerh an eured, evid digori dezañ, dioustu pa zegouezo hag e skoio. 37 Eüruz ar zervicherien-ze a vo kavet dihun pa zeuio o mestr. Amen, e lavaran deoh : lakaad a ray e houriz, ober dezo azeza ouz taol hag o zervicha, en eur dremen euz an eil d’egile. 38 Ma teu d’an eil pe d’an trede beilladenn, ha m’o hav evelse, eüruz an dud-se ».

Beillet e-nefe

39 « Komprenit mad : m’ e-nije mestr an ti gouezet da bed eure teufe al laer, e-nefe beillet ha n’e-nefe ket lezet e di da veza toullet. 40 C’hwi ive, bezit war evez : dond a ray mab an den d’an eur na gredit ket. »

Merour feal pe droug

41 Pèr a lavar : « Aotrou, daoust hag e lavarit ar barabolenn-ze evidom-ni, pe evid an oll dud ? » 42 Respont a ra an Aotrou : « Piou eta eo ar merour feal ha fur hag a vo lakeet gand ar mestr e penn e zervicherien, evid roi dezo ar muzul ed d’ar mare mad. 43 Eüruz ar zervicher-ze a vo kavet oh ober kemend-all pa zeuio e vestr en-dro. 44 E gwirionez, e lavaran deoh : lakeet e vo e penn e oll vadou.

45 Med ma lavar ar zervicher-ze, edon e galon : ‘Dalea a ra ma mestr’, ha ma krog da skoi war ar vevelien hag ar mitizien, da zebri, da eva ha da veza mezo, 46 e teuio mestr ar zervicher-ze d’an devez n’ema ket o hortoz ha d’an eur na anavez ket. E gas a ray a-gostez hag e lakaad e-touez ar vevelien droug ».

Kiriegez ar zervicher

47 « Ar zervicher-ze hag a anavez bolontez e vestr ha n’e-neus aozet netra na greet e volontez, hennez a vo skoet kalz warnañ. 48 Med an hini na oar ket hag a ra ar pez a verit kastiz, ne vo ket skoet kement warnañ. Kalz e vo goulennet digand an hini a zo bet roet kalz dezañ, ha nep piou bennag a zo bet fiziet kalz ennañ, e vo goulennet kalz digantañ ».

An tan war an douar

49 « An tan on deut da daoler war an douar. Ha pebez c’hoant am-eus e vefe elumet dija ! 50 Eur vadeziant am-eus da veza badezet drezañ. Ha pebez mall am-eus e vefe kaset da benn ! »

N’eo ket ar peoh medan disparti

51 « Kredi a ra deoh on deut da zegas ar peoh war an douar ? N’on ket, a lavaran deoh, med kentoh an disparti. 52 Rag adaleg bremañ, e vo disparti etre pemp den er memez ti : tri a-eneb daou ha daou a-eneb tri. 53 Dispartiet e vo tad a-eneb mab ha mab a-eneb tad, mamm a-neb merh ha merh a-eneb mamm, mamm-gaer a-eneb gwreg ha gwreg a-neb mamm-gaer ».

Anaoud sinou an amzer

54 Lavared a ra d’an dud : « Pa welit koumoul o tond euz tu ar hornog, e lavarit dioustu : “Glao a vo” hag evel-se e c’hoarvez. 55 Ha pa hwez avel ar hreisteiz, e lavarit : “Tomm e vo” hag evel-se e c’hoarvez. 56 Pilpouzed ! Gouzoud a rit anaoud neuz an douar hag an oabl ha penaoz n’ouzit ket anaoud sin ou an amzer-mañ ? »

En em renka a-hed an hent

57 « Perag eta chom, c’hwi hoh-unan, heb merzoud ar pez a zo reiz ? 58 Evel-se, p’emaout o vond gand da enebour da di eur penn-rener, klask en em reñka gantañ a-hed an hent, evid na gaso ket ahanout dirag ar barner ; hemañ. a lakaio ahanout etre daouarn ar gward, ha gand ar gward e vi taolet en toullbah. 59 Lavared a ran dit : ne ’z i ket er-mêz ahano ken n’az-po ket paeet beteg al liard diweza ».