Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Lukaz  -  Traduction Danielou  -  An aviel hervez Sant Lukaz – Pennad 8

An aviel hervez Sant Lukaz
Pennad 8

Pennad eiz

Merhed o vond gantañ

1 Hogen, goude-ze ez ee dre ar hêriou hag ar hêriadennou, oh embann, o kemenn kelou mad rouantelez Doue. Bez’ e oa gantañ an daouzeg 2 hag eun nebeud merhed, bet pareet diouz o sperejou fall hag diouz o hleñvejou : Mari, anvet ar Vadalen, a oa eet kuit seiz diaoul diouti, 3 Chann, gwreg Chouza, merour da Herodez, Suzanna ha kalz reou all ; o zervicha a ree ar merhed-se diwar o madou.

Parabolenn an hader

4 En em voda a ra eur boblad-tud niveruz : euz kêr a-bez e teuont beteg ennañ. Hag eñ da lavared eur barabolenn :

5 « An hader a ya er-mêz, evid hada e hadennou. P’ema o hada, e kouez eul lodenn war vord an hent. Flastret eo gand an treid ha debret gand laboused an neñv. 6 Eul lodenn all a gouez war ar vein. Diwana ’ra ha dizeha, rag n’eus ket a hlebor.7 Hag eul lodenn all a gouez e-kreiz ar spern. Ar spern a gresk ganti hag he moug. 8 Hag eul lodenn all a gouez en douar mad : kreski a ra ha roi frouez, kant evid unan. » En eur lavared an dra-ze, e huche : « An hini e-neus diouskouarn evid kleved, ra glevo ! »

Petra eo ar barabolenn ?

9 Goulenn a ra e ziskibien digantañ : « Petra eo ar barabolenn-ze ? » 10 Hag eñ da lavared : « Deoh-c’hwi eo roet da anaoud misteriou rouantelez Doue. D’ar re all, eo dre barabolennou, evid ma : “o selied ne welint ket, hag o kleved ne gomprenint ket”. 11 Petra eo ar barabolenn ? An hadennou a zo komz Doue. 12 Ar re a zo hadet war vord an hent eo an dud a glev. Neuze e teu an diaoul hag e tenn kuit ar gomz diouz o halonou, gand aon na gredfent ha na vefent saveteet. 13 Ar re a zo hadet war ar vein, pa glevont e tegemeront ar gomz gand levenez. Med n’o-deus ket a wriziou : kredi a reont e-pad eur mare, med e amzer ar gwall-drubuillou ez eont kuit 14 Ar pez a gouez e-touez ar spern eo ar re a glev, med ar poaniou-spered, ar pinvidigeziou ha plijaduriou ar vuhez o moug war o hent, ha ne zeuont ket da zarevi. 15 Ar pez a gouez en douar mad eo ar re a glev ar gomz, gand eur galon gaer ha mad. He mired a reont ha dougen frouez dre o dalhusted. »

Ar gleuzeur

16 Den ebed ne elum eur gleuzeur evid goloi anezi gand eur pod, nag evid he lakaad dindan ar gwele. Med lakeet e vez war ar hantolor, evid ma vo gwelet ar goulou gand an dud o tond tre. 7 Rag n’eus netra guzet na zeufe ket da veza anad, na netra zekret na zeufe ket da veza anavezet ha da zond war-wel. »

Piou e-neus ha piou n’e-neus ket

18 « Bezit eta war evez ouz an doare ma selaouit. Rag an hini e-neus, e vo roet dezañ hag an hini n’e-neus netra, e vo tennet digantañ ar pez zoken a gred-eñ kaoud. »

Ma mamm ha ma breudeur

Ha bez’ e oa-hi prest da vervel. E-pad ma yee Jezuz d’e di, e oa war-nez beza mouget gand an dud.

Ar vaouez pareet

43 Eur vaouez he-doa eur holl-gwad, abaoe daouzeg vloaz, ha n’eus den ebed gouest d’he farea. 44 Tostaad a ra-hi dre a-dreñv ha touch ouz pempillenn e wiskamant : dioustu e paouez he holl-gwad. 45 Ha Jezuz da lavared : « Piou e-neus touchet ouzin ? « Nah a reont oll ha Pèr a lavar : « Mestr, ar boblad-tud a voustr hag a wask warnout ! « 46 Med Jezuz a respont : « Unan bennag e-neus touchet ouzin, rag me a oar ez eus sortiet eur galloud diouzin. » 47 Gweled a ra ar vaouez eo bet hi dizoloet. En eur grena, e teu hag e kouez dirazañ. Displega a ra dirag ar bobl a-bez perag he-deus-hi touchet outañ ha penaoz eo bet pareet a-daol-trumm. 48 Lavared a ra-eñ dezi : « Ma merh, saveteet out bet dre da feiz. Kerz e peoh ! »

Sevel a ra ar verh vihan

49 Pa oa c’hoaz o komz, e teu eun den euz ti mestr ar zinagogenn hag e lavar : « Marvet eo da verh. Arabad skuiza ar Mestr pelloh. » 50 O veza klevet kement-se, e lavar Jezuz da Jair : « Bez dizaon, kred hepken hag e vo-hi saveteet. » 51 Dond a ra d’an ti. Ne lez den ebed da antreal gantañ, nemed Pèr, Yann, Jakez, tad ar plahig hag he mamm. 52 Oll emaint o ouela hag o hirvoudi warni. Lavared a ra : « Paouezit da ouela, n’eo ket marvet, kousked a ra. » 53 Goap a reont anezañ, o houzoud e oa-hi marvet. 54 Med krogi a ra-eñ en he dorn hag he gervel, en eur lavared : « Plahig, war-zao ! » 55 Dond a ra dezi he spered en-dro hag a-daol-trumm ema-hi war-zao. Kemenn a ra-eñ roi dezi da zebri. 56 Ha sabatuet he zud. Divenn a ra outo lavared da zen ar pez a zo c’hoarvezet.