Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Lukaz  -  Traduction Danielou  -  An aviel hervez Sant Lukaz – Pennad 24

An aviel hervez Sant Lukaz
Pennad 24

Pennad pevar warn-ugent

Savet eo da veo

1 Abred diouz ar mintin, da zeiz kenta ar zizun, e teu ar merhed d’ar bez ; o tougen al louzeier c’hwez vad bet pourchaset ganto. 2 Kavoud a reont ar mên ruillet a-zirag ar bez. 3 Pa ’z eont e-barz, ne gavont ket korv an Aotrou Krist. 4 E-pad m’emaint en entremar abalamour da gement-se, setu o tond dirazo daou waz, gwisket gand dillad skeduz. 5 Spontet eo ar merhed ha stoui a reont o fenn war-zu an douar. Neuze e lavar an daou waz dezo : « Perag emaoh o klask an hini beo e-touez ar re varo. 6 N’ema ket amañ : savet eo da veo. Ho-pet soñj penaoz e-neus komzet deoh, 7 p’edo c’hoaz e Bro-Halile. Lavared a ree : “Rred eo da vab an den beza roet etre daouarn ar beherien, beza staget ouz ar groaz, ha sevel d’an trede deiz” ». 8 Ha dond a ra soñj dezo euz e gomzou. 9 Deut en-dro euz ar bez, e kemennont an oll draou-ze d’an unneg ha d’an oll re all.

Ne gredont ket

10 Bez’ e oa Mari Madalen, Chann, Mari, mamm da Jakez. Hag ar re all ganto a lavare ar memez tra d’an ebestel. 11 Med evid ar re-mañ, ne oa an dra-ze nemed sorhennou ha ne gredent ket ket enno.

12 Sevel a ra Pèr koulskoude, redeg beteg ar bez, stoui e-barz, ha gweled al lurennou hepken. Distroi a ra, souezet gand ar pez a zo c’hoarvezet.

War hent Emmauz

13 Ha setu, d’ar memez devez, daou anezo oh ober hent war-zu eur gêriadenn anvet Emmauz, ha war-hed tri-ugent stadenn diouz Jeruzalem. 14 Komz a reent etrezo euz an oll draou bet c’hoarvezet. 15 Hogen, e-pad m’edont o komz hag o tivizoud etrezo, e teu Jezuz en o hichenn hag e ra hent ganto. 16 Med dalhet e oa o daoulagad hag e chomont heb e anaoud. 17 Lavared a ra dezo : « Peseurt komzou a zo etrezoh en eur vale ? » Chom a reont a-zav, teñvel o fenn. 18 Unan anezo, Kleopas e ano, a respont dezañ : « N’eus nemedout, emezañ, e-touez ar birhirined e Jeruzalem, o chom heb gouzoud ar pez a zo c’hoarvezet en deiziou-mañ. » 19 Lavared a ra dezo : « Petra ’ta ? » Hag int da respont dezañ : « Diwar-benn Jezuz a Nazared, hag a zo bet eur profet braz, dre e gomzou ha dre e oberou, dirag Doue ha dirag ar bobl a-bez. 20 Penaoz eo bet roet, gand ar veleien veur hag ar pennou braz, da veza barnet d’ar maro ha staget ouz ar groaz. 21 Fiziañs on-oa-ni e oa-eñ an hini o vond da zavetei Izrael. Med gand kement-se, setu an trede deiz abaoe m’eo c’hoarvezet an traou-ze. 22 Koulskoude, om bet souezet gand merhed euz on touez : eet int da houlou-deiz beteg ar bez, ha n’o-deus ket kavet e gorv. De ut int en-dro da lavared o-deus gwelet êlez zoken ha klevet diganto eo-eñ beo. 24 Lod euz ar re a oa ganeom a zo eet d’ar bez : kavet o-deus an traou evel ma oant bet lavaret gand ar merhed, med n’o-deus ket e welet. »

25 Lavared a ra dezo : « O tud heb spered, gand eur galon lezireg da gredi e pep tra bet lavaret gand ar brofeted. 26 Daoust ha ne ranke ket ar mesi gouzañv kement-se evid dond da gaoud e hloar ? » 27 Hag, o krogi gand Moizez hag an oll brofeted, e tispleg dezo an traou diwar e benn, en oll Skrituriou. 28 Tostaad a reont ouz ar gêriadenn ma oant oh ober hent war-zu enni, hag eñ da ober van da vond pelloh. 29 Med poueza a reont warnañ, en eur lavared : « Chom ganeom, rag dond a ra ar zerr-noz hag ema izel an deiz dija ». Mond a ra tre da jom ganto. 30 Hogen, p’ema ouz taol en o hichenn, o veza kemeret bara, e vennig, e rann hag e ro dezo. 31 Digoret eo neuze o daoulagad : e anaoud a reont. Med en em guzad a ra-eñ diouto.

Konta a reont

32 Lavared a reont an eil d’egile : « Daoust ha ne oa ket tan en or halon p’edo-eñ o komz deom war an hent, hag o tigori ar Skrituriou deom ? » 33 Hag o sevel dioustu, ez eont en-dro da Jeruzalem. Kavoud a reont an daouzeg, bodet asamblez gand ar re all ; 34 hag ar re-mañ da lavared : « E gwirionez, savet eo an Aotrou da veo : gwelet eo bet gand Simon ». 35 Hag int neuze da gonta ar pez a oa bet c’hoarvezet war an hent ha penaoz e oa-eñ bet anavezet ganto dre rannidigez ar bara.

Testou oh-c’hwi a gement-se

36 Bez’ emaint c’hoaz o komz pa zeu-eñ e-unan en o zouez, hag e lavar dezo : « Ar peoh ganeoh ! » 37 Spontet int ha leun a aon, rag kredi a ra dezo gweled eur spered. 38 Hag eñ da lavared dezo : « Perag oh strafuillet ha perag e sav an disfiz en ho kalonou ? 39 Sellit ouz ma daouarn ha ouz ma zreid. Me eo, ma-unan. Touchit ha gwelit : gand eur spered n’eus na kig nag eskern, e-giz ma ’z eus ganin, evel ma welit ». 40 Hag en eur lavared an dra-ze, e tiskouez dezo e zaouarn hag e dreid. 41 Pa jomont diskredig c’hoaz, en abeg d’o levenez, ha souezet ma ’z int, e lavar dezo : « Daoust hag ho-peus eun dra bennag da zebri dre amañ ? » 42 Eun tamm pesk grillet a roont dezañ. 43 O veza kemeret, e tebr dirazo.

44 Lavared a ra dezo : « Setu amañ ma homzou, ar pez am-oa lavaret deoh, p’edon c’hoaz en ho touez : red eo e vefe sevenet pep tra bet skrivet diwar ma fenn, e lezenn Moizez, er brofeted hag er zalmou ». 45 Neuze e tigor dezo o spered, evid ma komprenint ar Skrituriou, 46 en eur lavared dezo : « Evid-se eo bet skrivet e oa red d’ar mesi gouzañv ha, d’an trede deiz, sevel a-douez ar re varo. 47 Evid ma vefe, en e ano, embannet eur cheñchamant a vuhez evid pardon ar pehejou, d’an oll vroadou, en eur grogi gand Jeruzalem. 48 Testou oh-c’hwi a gement-se. 49 Ha setu ma kasan warnoh promesa ma Zad. Chomit er gêr-mañ beteg ma viot bet gwisket gand ar galloud euz an neñv ».

Pignet d’an neñv

50 Kas a ra anezo er-mêz, beteg Betani. O sevel e zaouarn, e vennig anezo. 51 Hogen, p’ema ouz o benniga, e pella diouto ha douget eo d’an neñv. 52 Stoui a reont dirazañ ha distroi da Jeruzalem, leun a levenez. 53 Hag edont ingal en templ o roi meuleudi da Zoue.