Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Lukaz  -  Traduction Danielou  -  An aviel hervez Sant Lukaz – Pennad unan

An aviel hervez Sant Lukaz
Pennad unan

Rakskrid

1 Peogwir o-deus en em lakeet kalz tud da zevel eun danevell, diwar-benn traou c’hoarvezet en on touez, 2 evel m’int bet kontet deom, abaoe ar penn kenta, gand an testou o-deus o gwelet hag a zo deut da veza servicherien ar Gomz, 3 em-eus kavet mad, me ive, goude beza heuliet piz pep tra gand urz, adaleg an orin, henn skriva evidout, Aotrou Teofil, 4 evid ma helli anaoud eo solud ar pez az-peus resevet dre gomz.

Elizabed ha Zakari

5 Bez’ e oa, e amzer Herodez, roue Judea, eur beleg, Zakari e ano, euz rummad Abia ; hag e wreg, Elizabed heh ano, a oa euz lignez Aaron. 6 Just e oant o-daou dirag Doue. Kerzed a reent direbech, hervez oll hourhemennou ha lezennou an Aotrou. 7 N’o-doa bugel ebed, dre ma oa Elizabed gaonah, hag oajet e oant o-daou.

Kemenn da Zakari

8 Hogen, c’hoarvezoud a ra, p’ema-eñ o seveni e garg a veleg dirag Doue, diouz tro e rummad, 9 evel m’eo kustum gand ar veleien, e kouez ar zort warnañ evid devi an ezañs ; antreal a ra e santual an Aotrou. 10 Ar boblad-tud a zo o pedi en diavêz, d’an eur m’eo kinniget an ezañs. 11 Neuze en em ziskouez dirazañ eun êl d’an Aotrou, en e zao en tu dehou da aoter an ezañs. 12 Strafuillet eo Zakari, o weled kement-se, hag e kouez aon warnañ. 13 Lavared a ra an êl dezañ : « Arabad kaoud aon, Zakari, rag selaouet eo bet da bedenn. Elizabed, da wreg, a hano dit eur mab ha te a roio dezañ e ano : Yann. 14 Bez’ e vo evidout joa ha levenez ha kalz tud a vo laouen gand e hanedigez. 15 Rag braz e vo-eñ dirag an Aotrou ha n’evo biken na gwin na boeson. Ha karget e vo gand ar Spered Santel, adaleg korv e vamm. 16 Lakaad a ray kalz euz mibien Izrael da zistroi d’an Aotrou, o Doue. 17 Ha mond a ray war-raog dirazañ, gand spered ha galloud Eliaz, evid lakaad kalonou an tadou da zistroi war-zu o bugale, hag an dud dizuj da gaoud furnez ar re just, hag evid aoza d’an Aotrou eur bobl prest-mat ».

18 Neuze e lavar Zakari d’an êl : « Penaoz beza sur euz kement-se ? Rag eur hoziad on-me ha ma gwreg a zo eet war an oad ». 19 Respont a ra an êl : « Me eo Gabriel, emezañ, ha chom a ran dirag Doue. Ha kaset on bet da gomz dit ha da gemenn dit ar helou mad-mañ. 20 Ha setu ma vo dao dit tevel ha ne helli ket komz, beteg an devez ma teuio da wir an traou-ze, peogwir n’az-peus ket kredet em homzou hag a vo sevenet en o amzer ».

21 Bez’ ema ar boblad-tud o hortoz Zakari hag o veza souezet e chomfe da zalea. 22 Pa zeu er-mêz, ne hell ket komz outo ha kompren a reont e-neus bet eur weledigez er zantual. Eñ a ree sinou dezo hag e chome mud. 23 Hogen, pa ’z eo echue zeveziou-servich ez a d’ar gêr.

Dond a ra Elizabed da veza dougerez

24 War-lerh an deiziou-ze e teu Elizabed, e wreg, da veza dougerez hag e chom-hi kuzet e-pad pemp miz. 25 Lavared a ra : « Evel-se e-neus greet an Aotrou evidon, en deiziou m’e-neus sellet ouzin, evid lemel kuit diouzin ma mez e-touez an dud ».

Ar hemenn da Vari

26 D’ar c’hwehved miz, eo kaset an êl Gabriel gand Doue d’eur gêriadenn euz Bro-Halile anvet Nazared, 27 da gaoud eur werhez, prometet d’eur gwaz, Jozef e ano, hag euz famill David ; ar werhez a zo anvet Mari. 28 Antreal a ra an êl ha lavared : « Salud dit, leun a bras, ganit ema an Aotrou ». 29 Strafuillet eo-hi gand seurt komzou ha goulenn a ra outi heh-unan petra a hell ar zalud-se beza.

30 An êl a lavar dezi : « N’az-pez ket aon, Mari ! Gras az-peus kavet dirag Doue. 31 Ha setu : koñsevi a ri en da gorv ha genel eur bugel, hag e lakai dezañ e ano a Jezuz. 32 Braz e vo-eñ hag anvet e vo mab an Uhel-Meurbed. An Aotrou Doue a roio dezañ tron David e dad. 33 Ren a ray war di Jakob da viken, ha ne vo fm ebed d’e rouantelez. »

34 Ha Mari da lavared d’an êl : « Penaoz e c’hoarvezo kement-se ? Rag n’anavezan gwaz ebed. » 35 Respont a ra an êl : « Ar Spered Santel, emezañ, a zeuio warnout ha galloud an Uhel-Meurbed da holoio gand e skeud. Evel-se an hini ganet santel a vo anvet Mab Doue. 36 Ha setu bremañ : Elizabed da geniterv, hi ive he-deus koñsevet eur mab en he hozni, hag ar miz-mañ eo ar c’hwehved evid an hini a oa lesanvet “Gaonah”. 37 Ya, n’eus netra dibosubl da Zoue, ger ebed ! » 38 Ha Mari da lavared : « Setu amañ servicherez an Aotrou, ra vo greet din hervez da lavar ». Hag an êl a guita anezi.

Ar weladenn da Elizabed

39 Mari a zav en deiziou-ze, evid mond buan war-zu ar meneziou, beteg eur gêr euz Juda. 40 Antreal a ra e ti Zakari ha saludi Elizabed. 41 Pa glev Elizabed salud Mari, e trid ar bugel en he hreiz, ha karget eo Elizabed gand ar Spered Santel. 42 Sevel a ra-hi he mouez en eun doare kreñv, ha lavared : « Benniget out e-touez ar gwragez ha benniget eo ar frouez euz ho korv. 43 Penaoz ’z eus roet din e teufe mamm ma Aotrou beteg ennon ? 44 Rag, sell, pa ’z eo deut mouez da zalud beteg ma diouskouarn, e-neus ma bugel tridet gand levenez em horv. 45 Eüruz an hini he-deus kredet e vefe sevenet ar pez bet lavaret dezi a-berz an Aotrou ! »

Ar Magnificat

46 Ha Mari da lavared :
47 « Kana a ra ma ene gloar d’an Aotrou. Karget eo ma spered gand levenez, abalamour da Zoue, ma zalver ;
48 Rag taolet e-neus eur zell war uvelder e zervicherez ha setu ma vo lavaret hiviziken ma eürusted gand an oll rummadou,
49 rag greet e-neus an Oll-Halloudeg traou braz evidon : santel eo e ano.
50 Diskenn a ra e vadelez, a rummad da rummad, war ar re a zouj dezañ.
51 Dre nerz e vreh e kas kuit an dud a zo lorh en o halon.
52 Taoler a ra ar re halloudeg d’an traoñ euz o zronou, ha sevel an dud uvel.
53 Karga a ra a vadou ar re o-deus naon ha kas kuit ar re binvidig, goullo o daouarn.
54 Dond a ra da zikour Izrael e vugel, o kaoud soñj euz e vadelez,
55 evel m’e-neus komzet d’on tadou, evid plijoud da Abraham ha d’e ziskennidi da viken ».

56 Mari a jom gand Elizabed e-pad tri miz bennag hag e teu en-dro d’ar gêr.

Ganedigez Yann Vadezour

57 Deut eo heh amzer evid Elizabed ha genel a ra eur mab. 58 Klevet ganto e-neus an Aotrou diskouezet e vadelez dezi, eo laouen ganti heh amezeien ha he herent. 59 Dond a reont, d’an eizved devez, evid amdroh ar bugelig, ha prest int da lakaad dezañ ano e dad. 60 Med e vamm a respont : « Nann ! emezi, anvet e vo Yann ! » 61 Int da lavared dezi : « N’eus den ebed en da famill gand an ano-ze ». 62 Sin a reont d’e dad : pe ano e-nefe c’hoant da roi dezañ ? 63 Goulenn a ra eun dabletezenn ha skriva kement-mañ : « Yann eo e ano ». Ha souezet int oll.

Kantik Zakari

64 A-daol-trumm eo digoret e henou hag e deod, ha komz a ra en eur venniga Doue. 65 Skoet eo neuze an oll amezeien gand aon ha skignet eo brud an oll draou-ze dre veneziou Bro-Juda penn-da-benn. 66 Miret int e kalonou an oll re o hlev, ha lavared a ra ar re-mañ : « Piou eta e vo ar bugelig-mañ ? » Rag dorn an Aotrou a oa gantañ. 67 Karget eo Zakari, e dad, gand ar Spered Santel ha profedi a ra, en eur lavared :

68 « Benniget eo an Aotrou, Doue Izrael ! Deut eo da weladenni e bobl ha d’he dieubi.
69 Savet e-neus evidom eun nerz a zalvidigez, e ti David e zervicher.
70 Evel m’e-neus komzet dre henou ar zent, e brofeted a-viskoaz,
71 evid savetei ahanom diouz on enebourien, diouz dorn ar re o-deus droug ouzom,
72 ha diskouez e drugarez e-keñver on tadou ha derhel soñj euz e emgleo santel.
73 Le touet da Abraham on tad, evid roi deom
74 heb aon, goude beza bet dieubet diouz dorn on enebourien,
75 d’e adori er zantelez hag er justis, dirazañ a-hed on deveziou.
76 Ha te, bugelig, anvet e vi profet an Uhel-Meurbed, rag kerzed a ri dirag an Aotrou, evid kempenn e heñchou,
77 ha roi da anaoud d’e bobl ar zilvidigez evid pardon ar pehejou,
78 e donder trugarez on Doue. Dre-ze e teuio d’on gweladenni, Heol-Mintin deut euz an neh,
79 evid sklêrijenna an dud azezet en deñvalijenn hag e skeud ar maro, ha kas on treid war hent ar peoh ».

80 Kreski a ree ar bugelig ha kreñvaad a ree e spered. Bez’ edo en dezerz beteg an devez ma ’z eo diskouezet da Izrael.