Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Lukaz  -  Traduction Danielou  -  An aviel hervez Sant Lukaz – Pennad 13

An aviel hervez Sant Lukaz
Pennad 13

Pennad trizeg

Ma ne jeñchit ket buhez

1 D’an amzer-ze e teu tud da gemenn da Jezuz ar pez a zo c’hoarvezet gand ar Halileaned e-neus Pilat mesket o gwad gand hini o zakrifisou. 2 Respont a ra dezo : « Ha c’hwi a zoñj deoh e oa ar Halileaned-se gwasoh peherien eged an oll Halileaned all, evid beza gouzañvet evel-se ? 3 Tamm ebed, a lavaran deoh. Med ma ne jeñchit ket buhez, ez eoh da goll, er memez doare, oll ahanoh. 4 Pe c’hoaz, an daouzeg den-ze m’eo kouezet tour Siloe warno, hag a zo bet lazet 27 gantañ, ha c’hwi a zoñj deoh e oant kablusoh eged an oll dud all o chome Jeruzalem ? 5 Tamm ebed, a lavaran deoh. Med ma ne jeñchit ket buhez, ez eoh da goll evel-se, oll ahanoh ».

Ar wezenn-fiez difrouez

6 Lavared a ree ar barabolenn-mañ : « Eun den e-noa eur wezenn-fiez, plantet en e winieg. Do nd a ra da gerhad frouez diwarni ha ne gav netra. 7 Da baotr ar winieg e lavar-eñ : “Setu ma teuan, abaoe tri bloaz, da gerhad frouez diwar ar wezenn-fiez-mañ ha ne gavan netra. Troh anezi, rag perag he lezel da zuna an douar ?” 8 Med respont a ra : “Mestr, emezañ, he lez e-pad ar bloavez-mañ c’hoaz, amzer din da balad en-dro dezi ha da lakaad teil. 9 Ha ma rofe frouez en amzer da zond ? Anez da ze, ma ! he zrohi a ri” ».

Ar vaouez daoubleget

10 Bez’ edo o kelenn en eur zinagogenn, da zeiz ar zabad. 11 Ha setu eur vaouez, enni eur spered hag he lakee da veza nammet abaoe triweh vloaz. Daoubleget e oa-hi ha ne helle ket sevel he hein, tamm ebed. 12 He gweled hag he helver a ra Jezuz, en eur lavared dezi : « Maouez, dizammet out diouz da namm ». 13 Lakaad a ra e zaouarn warni : dioustu e sav-hi he hein, hag e krog da renta gloar da Zoue. 14 Mestr ar zinagogenn a zo droug ennañ, peogwir eo d’eun deiz-sabad e-neus Jezuz roet ar pare. Lavared a ree d’an dud : « C’hweh devez a zo evid labourad. Deuit e-pad an deveziou-ze evid beza pareet ha n’eo ket da zeiz ar zabad ». 15 An Aotrou a respont dezañ : « Pilpouzed ! emezañ, daoust ha pep hini ahanoh ne zistag ket e ejenn pe e azen diouz al laouer, da zeiz ar zabad, evid e gas da eva ? 16 Ha homañ, merh da Abraham, liammet gand Satan abaoe triweh vloaz, daoust ha ne oa ket dleet troha he liamm da zeiz ar zabad ? » 17 O kleved e gomzou, eo karget a vez e oll enebourien ha leun a levenez ar boblad-tud a-bez, gand an oll vurzudou greet drezañ.

Ar hreunenn zezo

18 Lavared a ree eta : « Ouz petra eo heñvel rouantelez Doue ? Ouz petra he heñveria ? 19 Heñvel eo ouz eur hreunenn zezo, kemeret gand eun den ha lakeet gantañ en e liorz. Kreski a ra ha dond da veza eur wezenn, ken na zav laboused an neñv o neiziou war he brankou ».

Ar goell

20 Lavared a ra c’hoaz : « Ouz petra keñveria rouantelez an neñv ? 21 Heñvel eo ouz ar goell, kemeret gand eur vaouez ha kuzet ganti e-touez tri banerad bleud, beteg m’eo goet an toaz abez ».

Diêz eo antreal

22 Tremen a ree dre ar hêriou hag ar hêriadennou, o kelenn hag oh ober hent war-zu Jeruzalem. 23 Eun den a lavar dezañ : « Aotrou, daoust hag e vo salvet nebeud a dud ? » Respont a ra dezo :24 « Poagnit da vond e-barz, dre an nor striz. Rag kalz, e lavaran deoh, a glasko mond tre ha ne vint ket gouest ».

25 Eur wech ma vo bet dihunet mestr an ti ha prennet an nor gantañ, e krogot da jom er-mêz ha da skoi war an nor, en eur lavared : « Aotrou, digor deom ! » Respont ha lavared a ray deoh : « C’hwi, n’ouzon ket euz peleh oh ». 26 Neuze e krogot da lavared : « Debret hag evet on-eus ganit ha kelennet az-peus war on leurgêriou ». 27 Med eñ a responto : « Lavared a ran deoh, n’ouzon ket euz peleh oh-c’hwi. Pellait diouzin, an oll ahanoh, labourerien an droug. »

28 Bez’ e vo leñvadeg ha skrignadeg dent, pa welot Abraham, Izaak, Jakob hag an oll brofeted e rouantelez Doue, ha c’ hwi, padal, stlapet er-mêz. 29 Dond a ray tud euz ar reter hag ar hornog, euz an hanternoz hag ar hreisteiz, da astenn ouz taol, e rouantelez Doue. 30 Ha setu ma ’zeus tud diweza hag a vo da genta ha tud kenta hag a vo e-touez ar re ziweza. »

Herodez a fell dezan da laza

31 Just d’an eur-ze, e tosta farizianed ouz Jezuz, en eur lavared : « Kerz er-mêz, kuit ahann ! rag Herodez a fell dezañ da laza ». 32 Respont a ra dezo : « It ha lavarit d’al louarn-ze : Setu ma stlapan an diaouled er-mêz, ma parean an dud, hirio, warhoaz, ha d’an trede deiz, eo echu ganin. 33 Koulskoude e rankan mond hirio, warhoaz ha d’an devez war-lerh, rag n’eo ket posubl e varfe eur profet er-mêz euz Jeruzalem. »

Jeruzalem ! Jeruzalem !

34 « Jeruzalem ! Jeruzalem ! te hag a laz ar brofeted hag a veinat ar re bet kaset davedout. Ped gwech em-eus-me klasket dastum da vu~ale, evel ma ra eur yar gand he foñsined, dindan he diouaskell, he n’eus ket bet fellet deoh ! 5 Ha setu m’eo lezet ho Ti ganeoh. Henn lavared a ran deoh : n’am welot ket ken, beteg ma teuio ar mare ma lavarot : “Benniget an hini a zeu en ano an Aotrou” ».