Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Lukaz  -  Traduction Danielou  -  An aviel hervez Sant Lukaz – Pennad 17

An aviel hervez Sant Lukaz
Pennad 17

Pennad seiteg

Ar skweriou fall

1 Lavared a ra Jezuz d’e ziskibien : « Dibosubl eo ne vefe ket skweriou fall. Med malloz d’an den a zeufe d’o degas. 2 Gwelloh eo evitañ e vefe staget eur mên-milin en-dro d’e houzoug ha taolet er mor, eged beza eur skwer fall evid unan hepken euz ar re vihan-mañ. 3 Bezit en disfiz diouzoh hoh-unan. »

Rebechi ha pardoni

3 « Ma teu da vreur da behi, gra rebechou dezañ. Ma teu keuz dezañ, pardon dezañ. 4 Ma peh seiz gwech bemdez a-eneb dit, hag e teu seiz gwech beteg ennout en eur lavared : “Keuz am-eus” , e pardoni dezañ ».

Lakaad ar feiz da greski

5 Lavared a ra an ebestel d’an Aotrou : « Lak ar feiz da greski ennom ! » 6 Hag an Aotrou da respont : « Ma vefe ho feiz evel eur greunenn zezo, e lavarfeh d’ar wezenn-vouar-mañ : “Displant da wriziou hag o flant er mor”. Hag e sentfe ouzoh ».

Servicherien dired

7 « Piou bennag ahanoh, m’e-neus eur zervicher, labourer-douar pe vesaer, o tond d’ar gêr euz ar park, a lavaro dezañ : “Deus dioustu hag astenn ouz taol” ? 8 Nann, med lavared a raio dezañ : “Aoz koan din. Kemer da houriz d’am zervicha, ken n’am-bo debret hag evet. Goude-ze, e tebri-te hag eh evi”. 9 Daoust hag e-no anaoudegez-vad evid ar zervicher hag e-neus greet ar pez a oa goulennet digantañ ? 10 Evel-se evidoh : p’ho-po greet pep tra gourhemennet deoh, lavarit : “Servicherien dired, setu ar pez ez om-ni ; greet on-eus kement hag on-oa d’ober” ».

Ar Zamaritan pareet

11 Hogen en eur ober hent war-zu Jeruzalem, e tremen e-kichenn harzou Bro-Zamari ha Bro-Halile. 12 Pa oa oh antreal en eur gêriadenn, en em gav deg den lor dirazañ. Chom a reont a-bell 13 ha sevel o mouez, en eur lavared : « Jezuz-Aotrou, az-pez truez ouzom ». 14 O gweled a ra ha lavared dezo : « It d’en em ziskouez d’ar veleien ». Hogen, e-pad m’emaint o vond, ez int glanneet. 15 O weled m’eo bet pareet, e teu unan anezo en-dro, en eur renta gloar da Zoue, a vouez uhel. 16 Koueza a ra e-harz treid Jezuz, ha lavared trugarez dezañ. Hag eur Zamaritan eo hennez. 17 Ha Jezuz da lavared : « Daoust hag-eñ, emezañ, n’eo ket bet glanneet an deg den ? Ha peleh ema an nao all ? 18 N’eus bet nemed an den-mañ, eun estrañjour, evid dond en-dro da renta gloar da Zoue ! » 19 Lavared a ra dezañ : « Sao ! Kerz ! Gand da feiz out bet saveteet ».

Deiz mab an den

20 Ar farizianed a ree goulennou outañ : « Pevare e teu rouantelez Doue ? » Respont a ra dezo : « Rouantelez Doue, emezañ, ne zeu ket evel eun dra da veza merzet. 21 Ne vo ket lavaret : “Setu m’ema amañ !”, pe c’hoaz : “Aze !” Rag bez’ ema rouantelez Doue en ho touez ». 22 Lavared a ra d’an diskibien : « Dond a raio deiziou m’ho-po c’hoant da weled unan hepken euz deiziou mab den, ha ne welot ket. 23 Lavared a raint deoh : “Setu : aze ! Setu-amañ !” N’it ket di. Na redit ket. 24 Rag, evel ma sked al luhedenn lugernuz, adaleg eur penn euz an oabl beteg ar penn all, evel-se e vo mab an den d’e zeiz. 25 Med red eo dezañ gouzañv kalz da genta, ha beza distaolet gand ar rummad-mañ.

26 Evel m’eo bet c’hoarvezet e deiziou Noe, evel-se e vo e deiziou mab an den : 27 debri a reent hag eva, ha dimezi, gwazed evel merhed, beteg an devez ma oa eet Noe e-barz an arh. Hag e teuas an dour-beuz hag e oent oll kollet ennañ. 28 Memez tra a zo bet c’hoarvezet e deiziou Lot : debri a reent, eva, prena, gwerza, planta, sevel tier. 29 Med d’an deiz m’eo eet Lot er-mêz euz Sodom, ez eus deut eur glao a dan ha a zoufr euz an neñv, ha kollet int bet oll gantañ. 30 Evel-se e vo an traou d’an deiz ma vo diskuliet mab an den.

31 En deiz-se, an hini a vo war al leurenn-doenn, arabad dezañ diskenn da zastum e draou ebarz an ti. Hag an hini a vo er park, arabad dezañ dond en-dro kennebeud. 32 Ho-pet soñj euz gwreg Lot.

33 Nep piou bennag a glasko savetei e vuhez, he hollo. Med an hini he hollfe, he lakaio da veva. 34 Lavared a ran deoh : en noz-se, e vint daou war ar memez gwele : unan a vo kemeret hag egile lezet. 35 Bez’ e vint diou vaouez o mala asamblez : unan a vo kemeret hag eben lezet. » 37 Respont a reont ha lavared dezañ : « Peleh, Aotrou ? » Hag eñ da lavared dezo : « Al leh m’ema ar horv ennañ, eno en em vod ar guped ».