Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Lukaz  -  Traduction Danielou  -  An aviel hervez Sant Lukaz – Pennad 10

An aviel hervez Sant Lukaz
Pennad 10

Pennad deg

An deg diskib ha tri-ugent

1 Goude-ze, e tibab c’hoaz an Aotrou deg den ha tri-ugent all. O has a ra dirazañ, daou-ha-daou, e pep kêr hag e peb leh ma tle-eñ e-unan mond di. 2 Lavared a ra dezo : « Braz eo an eost, med nebeud al labourerien. Goulennit eta, digand Aotrou an eost, kas labourerien d’e eost. 3 It ! Setu m’ho kasan evel oaned e-touez bleizi. 4 Na zougit na yalh, na bisah, na botou. Na jomit ket en hent da zaludi hemañ-hen. 5 Kement ti ma ’z eot ennañ, lavarit da genta : “Peoh d’an ti-mañ !”, 6 ha ma ’zeus eno eur mab a beoh, e tiskenno ho peoh warnañ. Anez da ze e teuio deoh en-dro. 7 Chomit er memez ti-ze, debrit hag evit ar pez a zo ganto : rag al labourer a verit e hopr. N’it ket euz eun ti d’egile. 8 Kement kêr ma antreit enni, hag el leh ma viot degemeret ganto, debrit ar pez a vo kinniget deoh. 9 Roit ar pare d’an dud vahagnet a zo eno ; lavarit dezo : “Tost ouzoh ema rouantelez Doue”. »

Ma ne zegemerint ket ahanoh

10 Kement kêr ma antreit enni hag el leh ma ne viot ket degemeret ganto, it er-mêz war al leurgêriou ha lavarit : 11 “Poultrenn ho kêr zoken, staget ouzon treid, a hejom warnoh. Deskit kement-mañ koulskoude : tost ema rouantelez Doue”. 12 Lavared a ran deoh : en devez-se ne vo ket ken kriz evid Sodom hag evid ar gêr-ze. 13 Siwaz dit, Korozain ! Siwaz dit, Betsaid ! Ma vije bet greet e Tir ha Sidon ar burzudou greet ennoh, o-defe cheñchet buhez, abaoe pell’zo, gwisket gand sehier hag azezet e-touez al ludu. 14 Setu ma ne vo ket ar varn ken kriz evid Tir 20 ha Sidon hag e vo evidoh. 15 Ha te, Kafarnaom, daoust hag e vi savet beteg an neñv ? Beteg an ivern e tiskenni. 16 An neb ho selaou, me eo a zo selouet gantañ. An neb ho tiarbenn, me eo a zo diarbennet gantañ. Hag an neb am diarbenn, a ziarbenn an hini e-neus ma haset ».

Distro an diskibien

17 Dond a ra en-dro an deg ha tri-ugent, leun a levenez : « Aotrou, emezo, an diaouled zoken a zent ouzom, en da ano ». Lavared a ra dezo : « Bez’ e oan o selled ouz ar zatan o koueza euz an neñv, evel eul luhedenn. 19 Setu m’em-eus roet deoh galloud da vaha dindan ho treid an naered hag ar hruged, ha war peb nerz an enebour, ha netra ne hello noazoud deoh. 20 Koulskoude, n’eo ket abalamour m’eo sujet ar sperejou deoh e hellit beza laouen. Bezit laouen a-vad dre m’eo skrivet hoh anoiou en neñvou ».

En em ziskulia a rez d’ar re vihan

21 D’an eur-ze e trid Jezuz er Spered-Santel, hag e lavar : « Da veuli a ran, Tad, Aotrou an neñv hag an douar, da veza kuzet mad an traou-ze ouz tud fur ha desket, ha da veza o diskuliet da vugaligou. Ya, Tad, plijet eo bet dit ober evel-se. 22 Pep tra a zo bet roet din gand ma Zad : n’eus den ebed hag anavez ar Mab, nemed an Tad, na piou eo an Tad, nemed ar Mab hag an hini a blij d’ar Mab e ziskulia dezañ ».

Eüruz an daoulagad

23 Troi a ra war-zu e ziskibien, ha lavared dezo, en o fart o-unan : « Eüruz an daoulagad hag a wel ar pez a welit. 24 E gwirionez, e lavaran deoh : kalz profeted, kalz rouaned o-deus bet c’hoant gweled an traou a zellit-c’hwi outo, ha n’o-deus ket gwelet, ha kleved ar pez a glevit ha n’o-deus ket klevet ».

Kared a ri

25 Ha setu eun den a lezenn o sevel en e zav. Evid amproui Jezuz, e lavar : « Mestr, petra am-eus d’ober evid reseo ar vuhez peurbaduz ? » 26 Respont a ra : « Petra a zo skrivet el lezenn ? Petra a lennit enni ? » 27 Hag eñ da respont, en eur lavared : « Kared a ri an Aotrou, da Zoue, gand da oll falon, gand da oll ene, gand da oll nerz, gand da oll spered, ha da nesa eveldout da-unan ». 28 Jezuz a lavar : « Mad az-peus respontet. Gra kement-se hag e vevi ».

Ar Zamaritan mad

29 Med c’hoant ennañ d’en em zidamall, e lavar an den da Jezuz : « Ha piou eo ma nesa ? » 30 Respont a ra Jezuz dezañ : « Eun den a oa o tiskenn euz Jeruzalem da Jeriko. Koueza a ra etre daouarn ar forbanned. Ar re-mañ a denn pep tra digantañ, a sko warnañ hag a ya kuit, ouz e lezel hanter-varo. 31 Dre zegouez, e tiskenne eur beleg gand an hent-se. Gweled a ra an den ha mond e-biou. 32 Memez tra evid eul leviad o tond eno : gweled a ra ha mond e-biou.

33 Med eur Zamaritan, oh ober hent, a zegouez en e gichenn : gweled a ra ha skoet eo en e galon. 34 Tostaad a ra, liena e houliou, skuilla eoul ha gwin warno. E lakaad a ra da bignad war e loen, kas anezañ beteg an ostalidi hag ober war e dro. 35 D’an devez war-lerh, e kemer daou ziner hag o ro d’an tavarnour, en eur lavared : “Gra war e dro. Ar pez a zispigni ouspenn, a roin-me dit pa vin en-dro”.

36 Pehini euz an tri-ze, a zo deut, hervezout, da veza nesa an den kouezet etre daouarn ar forbanned ? » 37 Respont a ra : « An hini a zo bet truezuz en e geñver ». Jezuz a lavar dezañ : « Kerz, te ive, ha gra memez tra ».

Marta ha Mari

38 E-pad m’emaint oh ober hent, ez a Jezuz en eur gêriadenn, ha degemeret eo, en he zi, gand eur vaouez, Marta heh ano. 39 Eur hoar he-doa, Mari heh ano, hag a oa azezet e-harz treid an Aotrou, o selaou e gomzou. 40 Ha nehet e oa Marta gand kement a draou da zervicha. Dond a ra davetañ, en eur lavared : « Aotrou ! Ha ne ra netra dit ma ’z on lezet, gand ma c’hoar, ma-unan da zervicha ? Lavar dezi dond d’am zikour ». 41 An Aotrou a respont : « Marta ! Marta ! emezañ, nehet ha trubuillet out gand eur bern traou ! 42 Hogen, eun dra hepken a zo red. Dibabet he-deus Mari al lodenn wella ha ne vo ket tennet kuit diganti ».