Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Lukaz  -  Traduction Danielou  -  An aviel hervez Sant Lukaz – Pennad 2

An aviel hervez Sant Lukaz
Pennad 2

Pennad daou

Ginivelez Jezuz

1 Hogen en amzer-ze e teu er-mêz eun dekred euz Sezar-Aogust evid niveri oll boblou ar bed. 2 An niveradeg-se eo an hini genta, Kiriniuz o veza gouarnour Bro-Ziria. 3 An oll a ya da veza niveret, pep hini en e gêr-dezañ. 4 Sevel a ra Jozef ive euz Bro-Halile, euz kêr Nazared da Vro-Jude, beteg kêr David anvet Betlehem – rag bez’ eo-eñ euz lignez ha famill David – 5 evid beza niveret gand Mari e bried hag a zo dougerez.

6 E-pad m’emaint eno, e teu heh amzer da Vari 7 ha genel a ra-hi he mab kenta-ganet. Paka a ra maillurou en-dro dezañ hag e lakaad en eul laouer, rag ne oa plas ebed evito en ostalidi.

8 Mesaerien a oa er vro-ze ha chom a reent er parkeier da ziwall o loened e-pad an noz. 9 Eun êl a Zoue en em ziskouez dezo, gloar an Aotrou a splanna dirazo hag aon braz a grog enno. 10 Lavared a ra an êl dezo : « N’ho-pet ket aon ken. Rag setu ma kemennan deoh eur helou mad, eul levenez vraz hag a vo evid ar bobl a-bez. 11 Ganet ez eus bet deoh hirio eur zalver, ar Hrist-Aotrou, e kêr David. 12 Hag ar zin-mañ a zo roet deoh : kavoud a reot eur bugelig, mailluret hag astennet en eul laouer ». 13 Hag a-daol-trumm, ez eus gand an êl eun armead euz an neñv, niveruz-tre, o veuli Doue en eur lavared : 14 « Gloar da Zoue e lein an neñv, ha peoh war an douar d’an dud karet gantañ. »

15 Pa ’z eo eet an êlez pell diouto, e lavar ar vesaerien an eil d’egile : « Deom eta beteg Betleem, ha gwelom ar pez a zo bet c’hoarvezet ha diskuliet deom gand an Aotrou ». 16 Mond a reont buan ha kavoud Mari, Jozef ive, hag ar bugelig lakeet el laouer. 17 O veza gwelet, e tiskuliont an traou a zo bet lavaret dezo diwar-benn ar bugelig-se. 18 O kleved kement-se eo souezet an oll dud gand ar pez a lavar ar vesaerien dezo. 19 Med Mari a zalh eviti an oll draou-ze hag a vir anezo en he halon. 20 Ar vesaerien a zistro d’ar gêr en eur gana gloar ha meuleudi da Zoue, evid pep tra klevet ha gwelet ganto, evel ma oa bet lavaret dezo.

An amdroh

21 Ha pa ’z eo tremenet an eisteiz evid e amdroh, eo lakeet dezañ e ano : Jezuz, evel m’eo bet anvet gand an êl, a-raog dezañ beza koñsevet e korv e vamm.

Jezuz kinniget d’an templ

22 Ha pa ’z eo tremenet deveziou o hlanidigez, hervez lezenn Moizez, e savont gantañ beteg Jeruzalem evid e ginnig d’an Aotrou, – 23 evel m’eo skrivet e lezenn an Aotrou : “pep paotr kenta-ganet a vo anvet santel evid an Aotrou” – 24 hag evid roi, e-giz sakrifis, hervez ar pez a zo skrivet e lezenn an Aotrou, eur houblad a durzunelled ha diou goulm vihan.

Kantik Simeon

25 Ha setu ma oa eun den e Jeruzalem, Simeon e ano. An den-ze, just ha devod, a oa o hortoz frealzidigez Izrael hag ar Spered Santel a oa warnañ. 26 Lavaret e oa bet dezañ gand ar Spered Santel ne welfe ket ar maro a-raog dezañ beza gwelet Krist an Aotrou. 27 Poulzet gand ar Spered, e teu-eñ en templ, dres d’ar mare m’eo degaset ar bugelig Jezuz gand e gerent, evid ober evitañ e-giz m’eo kustum hervez al lezenn. 28 Kemer a ra anezañ e pleg e zivreh ha meuli Doue, en eur lavared :

29 « Bremañ, Aotrou, e lezez da zervicher da vond e peoh, hervez da gomzou.
30 Peogwir o-deus ma daoulagad gwelet da zilvidigez,
31 lakeet ganeoh dirag an oll boblou :
32 eur sklêrijenn da ziskulia d’ar broadou ha da veza gloar da bobl Izrael. »

33 Sebezet eo e vamm hag e dad gand ar pez a zo lavaret diwar e benn. 34 O benniga a ra Simeon ha lavared da Vari e vamm : « Setu m’eo lakeet hemañ evid ma kouezo ha ma savo kalz tud e lzrael : bez’ e vo-eñ eur zin a elbik. 35 Ha te, toullet e vo da ene gand eur hleze, evid ma vo diskuliet, e kalz tud, prederiou o halonou. »

36 Ha bez’ e oa Anna, ar brofetez. Merh da Fanouel, euz rann Azer, eo-hi deut war eun oad braz. Bevet he-doa e-pad seiz vloaz gand he gwaz war-lerh o dimezi, 37 ha goude-ze evel intañvez beteg he fevar bloaz ha pevar-ugent. Chom a ra tost d’an templ, o yuni hag o pedi, noz-deiz e servich Doue. 38 Degouezoud a ra d’an eur-ze ha d’he zro e lavar meuleudi da Zoue hag e komz euz ar bugel d’an oll dud o hortoz silvidigez Izrael.

39 Pa ’z eo bet sevenet pep tra ganto, hervez lezenn Doue, e tistroont da Vro-Halile, da Nazared, o hêr. 40 Kreski ha kreñvaad a ree ar bugelig : leun e oa a furnez, ha gras Doue a oa warnañ.

Jezuz adkavet en templ

41 Kerent Jezuz a yee beb bloaz da Jeruzalem evid gouel Pask. 42 Pa ’z eo deut d’e zaouzeg vloaz, e savont gantañ, hervez kustum ar gouel. 43 Echu an deiziou, e teuont en-dro ; med Jezuz, ar paotrig, a jom e Jeruzalem heb gouzoud d’e dud. 44 O soñjal e oa-eñ e-touez ar vandennad, e reont eun deveziad-hent a-raog mond d’e gklask e-touez tud o famill hag o anaoudegez. 45 O veza ma n’o-deus ket e gavet, e tistroont da Jeruzalem en eur glask war e lerh. 46 Hogen, goude tri devez, ez eo kavet ganto, azezet en templ, e-touez ar gelennerien, o selaou anezo hag oh ober goulennou outo. 47 An oll re hag e glev a zo sebezet gand e spered hag e respontou. 48 Skoet eo e dud p’e welont, hag e vamm da lavared dezañ : « Mabig, perag az-peus greet an dra-ze ? Setu da dad ha me, nehet-braz, o klask war da lerh. » 49 Respont a ra dezo : « Perag e oah o klask ahanon ? Ha ne ouieh ket eo dao din beza war-dro traou ma zad ? » 50 Int a-vad ne gomprenont ket ar homzou a lavar-eñ dezo.

51 Diskenn a ra ganto ha dond da Nazared. Ha sentuz e oa dezo. E vamm a zalhe an oll draouze en he halon. 52 Ha Jezuz a greske er furnez, e ment hag er hras, dirag Doue hag an dud.