Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Lukaz  -  Traduction Danielou  -  An aviel hervez Sant Lukaz – Pennad 15

An aviel hervez Sant Lukaz
Pennad 15

Pennad pemzeg

Degemer a ra ar beherien

1 Tostaad a ree an oll bublikaned hag ar beherien ouz Jezuz, evid e gleved. 2 Ar farizianed avad, kenkoulz hag ar skriverien, a hrozmole en eur lavared : « Hennez a zegemer ar beherien hag a zebr ganto. »

An dañvad kollet

3 Neuze e lavar dezo ar barabolenn-mañ : 4 « Pehini en ho touez, o kaoud kant dañvad, m’e-neus kollet unan hepken anezo, ne guita ket an naonteg ha pevar-ugent all er goueleh, evid mond da glask an hini kollet, beteg ma vo kavet ? 5 P’e-neus e gavet, e laka gand levenez war e ziouskoaz. 6 Dond a ra d’ar gêr, boda e vignoned hag e amezeien, ha lavared dezo : “Bezit laouen ganin, rag kavet em-eus ma dañvad, an hini kollet”. 7 Lavared a ran deoh : bez’ e vo evel-se levenez en neñv evid eur peher nemetañ o cheñch buhez, muioh eged evid naonteg den just ha pevar-ugent ha n’o-deus ket ezomm da jeñch buhez. »

An drakm gollet

8 « Ha c’hoaz ; pese urt maouez, o kaoud deg drakm, m ‘he-deus kollet unan anezo, ne elum ket eullamp, ne skub ket an ti ha ne glask ket gand evez, beteg ma vo bet kavet ganti ? 9 P’he-deus kavet, e vod-hi he mignonezed hag heh amezegezed, hag e lavar dezo : “Bezit laouen ganin, rag kavet em-eus an drakm am-oa kollet”. Evel-se e lavaran deoh : levenez a zo e-touez êlez Doue evid eur peher nemetañ o cheñch buhez ».

Ar mab foraner

11 Lavared a ra dezo : « Eun den e-noa daou vab. 12 An hini yaouanka anezo a lavar d’e dad : “Tad, ro din al lodenn eun an hêrez hag a zo dleet din kaoud”. Ingala a ra e vadou etrezo. 13 Eun nebeud deveziou diwezatoh, e tastum an hini yaouanka e beadra hag ez a kuit d’eur vro bell. Hag eno e foran e hêrez en eur veva en dizurz. 14 P’e-neus dispignet pep tra, e kouez eur gemez vraz war ar vro-ze, ha berr e teu an traou da veza gantañ. 15 Mond a ra da labourad evid unan euz tud ar vro-ze ha kaset eo gantañ d’ar parkeier da ziwall ar moh. 16 C’hoant e-noa da leunia e gov gand ar hlosou debret gand ar moh, med den ebed ne roe dezañ.

17 Soñjal a ra ennañ e-unan ha lavared : “Nag a gopridi e ti ma zad o-deus bara forz pegement ha kollet on-me amañ gand an naon. 18 Sevel a rin, mond daved ma zad ha lavared dezañ : ‘Tad, pehet em-eus a-eneb an neñv ha dirazout. 19 N’on ket din ken da veza anvet da vab. Ma lake reñk unan euz da hopridi”. 20 Sevel a ra ha mond daved e dad. Pell ema c’hoaz, pell-tre, pa ’z eo gwelet gand e dad : trefuet eo hemañ beteg don e galon. Redeg a ra, lammad a-dro-vriad ouz e vab ha hirbokad dezañ. 21 Hemañ da lavared : “Tad, pehet em-eus a-eneb an neñv ha dirazout. N’on ket din da veza anvet da vab”. 22 An tad a lavar d’e vevelien : “Degasit buan eur zae hir, an hini gaerra ha gwiskit-eñ ganti. Lakit eur walenn war e viz ha botou d’e dreid. 23 Degasit al leue lard hag e lazit, debrom ha greom chervad : 24 ma mab hag a zo amañ a oa maro ha deut eo en-dro da veo, kollet e oa hag adkavet eo”. Ha krogi a reont d’ober chervad.

Ar mab hena

25 E vab hena a oa er parkeier ; hag evel ma oa tond d’ar gêr, e tosta ouz an ti hag e klev ar muzik hag ar hanaouennou. 26 Gervel a ra unan euz ar vevelien ha goulenn outañ : “Petra a hell an dra-mañ beza ?” 27 Respont a ra dezañ : “Deut eo da vreur en-dro. Da dad e-neus lazet al leue lard, rag adkavet e-neus e vab e stad vad”. 28 Kounnaret eo ha ne fell ket dezañ mond tre. E dad a zeu er-mêz hag e asped. 29 Respont a ra-eñ, en eur lavared d’e dad : “Setu kement a vloaveziou ma da zervichan ; biskoaz n’em-eus dizentet ouz unan euz da hourhemennou, ha morse n’az-peus roet din eur gavrig evid ober chervad gand ma mignoned.30 Med pa zeu da vab en-dro, an hini e-neus foranet da vadou gand ar gisti, e lazit al leue lard evitañ”. 31 Respont a ra : “Mab, te a zo atao ganin ha dit eo pep tra hag a zo din. 32 Med red e oa ober chervad ha beza laouen, peogwir da vreur a oa maro ha beo eo, kollet e oa ha kavet eo en-dro”. »