Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Lukaz  -  Traduction Danielou  -  An aviel hervez Sant Lukaz – Pennad 23

An aviel hervez Sant Lukaz
Pennad 23

Pennad tri warn-ugent

Dirag Pilat

1 Sevel a ra ar boblad-tud ha kas Jezuz dirag Pilat. 2 Krogi a reont d’ober tamallou dezañ, en eur lavared : « Hennez on-eus kavet o lakaad an dizurz en or broad, o tivenn pêa an taillou da Zezar, hag oh embann eo-eñ ar roue mesi. »

Bez’ out roue ar Juzevien ?

3 Pilat a ra goulennou outañ, o lavared : « Te a zo roue ar Juzevien ? » Respont a ra Jezuz, en eur lavared : « Te eo hag henn lavar. » 4 Lavared a ra Pilat d’ar veleien veur ha d’ar boblad-tud : « Ne gavan netra da rebechi d’an den-ze. » 5 Med poueza a reont, en eur lavared : « Atiza a ra ar bobl, o kelenn dre Vro-Jude a-bez ha beteg amañ, gaude beza kroget gand Bro-Halile ». 6 O veza klevet kement-mañ, e houlenn Pilat diganto hag-eñ eo an den eur Galilead. 7 Pa oar ema Jezuz dindan galloud Herodez, e gas a ra da Herodez hag a oa ive e Jeruzalem en deiziou-ze.

Jezuz dirag Herodez

8 Laouen-braz eo Herodez o weled Jezuz : abaoe pell’zo e-noa c’hoant d’e weled, ablamour d’ar pez a gleved diwar e benn ; fiziañs e-noa da weled eur zin bennag greet gantañ. 9 Ober a ra goulennou outañ, gand forz komzou. Eñ a-vad ne respont tra ebed. 10 Ha bez’ ema aze ar veleien-veur hag ar skriverien oh ober tamallou dezañ, en eun doare taer. 11 Gand e zoudarded, e sell Herodez outañ evel ouz netra, e dismegañsi a ra en eur lakaad warnañ eur gwiskamant splann, hag e gas en-dra da Bilat. 12 Ha dond a ra Herodez ha Pilat da veza mignoned, adaleg an deiz-se, rag bez’ e oa enebiez etrezo beteg neuze.

En-dro dirag Pilat

13 Boda a ra Pilat ar veleien veur ha pennou braz ar bobl, ha lavared dezo : « Degaset ho-peus dirazon an den-mañ, evel unan o poulza d’an dizurz. Ha setu me ma-unan, gaude beza greet eun enklask dirazoh, n’am-eus kavet netra da rebechi dezañ, diwar-benn an tamallou a rit en e eneb. 15 Na Herodez kennebeud, rag e gaset e-neus en-dro dirazom. Ha setu : n’e-neus greet netra hag a verit ar maro. 16 Goude beza e gastizet eta, e lezin da vond kuit. » 17 Da geñver peb gouel Pask, e tlee Pilat roi dezo ar frankiz evid eur prizoniad.

Barabbaz

18 Med oll asamblez e kriont, en eur lavared : « Ar maro evid an den-mañ ha lez Barabbaz ganeom. » 19 Hemañ a oa bet lakeet er prizon, en abeg d’eun taol-dispah e kêr ha d’eur muntr.

Stag anezañ ouz ar groaz

20 Eur wech c’hoaz, e komz Pilat outo, rag c’hoant e-neus da roi frankiz da Jezuz. 21 Int a-vad a youhe : « Stag-eñ ouz ar groaz ! ouz ar groaz ! ». 22 Evid an trede gwech, e lavar dezo : « Med erfin, peseurt droug e-neus greet hemañ ? Ne gavan netra hag a verit ar maro. Goude beza e gastizet eta, e lezin da vond kuit. »

23 Med a-bouez-penn e talhont da houlenn ma vefe staget ouz ar groaz, hag o moueziou o tond da veza kreñvoh kreñva. 24 Neuze e varn Pilat ma vefe sevenet d’o goulenn. 25 Lezel a ra da vond an hini a oa bet lakeet er prizon evid eun taol-dispah hag eur muntr, ha roi Jezuz dezo, hervez o youl.

Simon a Ziren

26 P’emaint ouz e gas ganto, e pakont eun den, anvet Simon, euz Bro-Ziren, o tond d’ar gêr euz eur park, ha lakeet eo ganto da zougen ar groaz a-dreñv Jezuz.

Merhed Jeruzalem

27 Dond a ra war e lerh eur mell boblad-tud, ha merhed o skoi war boull o halon hag oh hirvoudi warnañ. 28 Jeuz a zistro war o zu hag a lavar dezo : « Merhed Jeruzalem, arabad deoh leñva warnon, leñvit kentoh warnoh hoh-unan ha war ho pugale. 29 Rag dond a ra deveziou ma lavaror : “Eüruz ar gwragez gaonah, ar hosteziou n’o-deus ket ganet bugale, ar bronnou n’o-deus ket maget”. 30 Neuze e krogo an dud da lavared d’ar meneziou : “Kouezit warnom !”, ha d’an torgennou : “Goloit ahanom !”. 31 Rag ma vez greet kement-mañ d’ar hoad glaz, penaoz e hoarvezo gand ar hoad seh ? » 32 Kas a reont ive daou dorfetour all da veza lakeet d’ar maro asamblez gantañ.

Jezuz ouz ar groaz

33 Pa erruont el leh anvet Klopenn, eno eo-eñ staget ganto ouz ar groaz, hag evel-se evid an dorfetourien, unan war an tu dehou hag egile war an tu kleiz. 34 Ha Jezuz da lavared neuze : « Tad, pardon dezo, rag n’ouzont ket petra emaint oh ober ». Lodenna a reont e zillad etrezo, en eur denna d’ar zort. 35 Chom a ra an dud aze da zelled. Hag ar penn ou braz a ra goap anezañ, en eur lavared : « Saveteet e-neus ar re all. Ra en em zaveteio, eñ e-unan, ma ’z eo mesi Doue, an hini bet dibabet ». 36 Dismegañset eo gand ar zoudarded ive : dond a reont tost da ginnig gwinegr dezañ 37 ha da lavared : « Mar dout-te roue ar Juzevien, en em zavete da unan ». 3 Ha bez’ e oa eur skritell a-uh d’e benn : « Roue ar Juzevien eo hemañ ».

Al laer mad

39 Gwallgomz a ra outañ unan euz an dorfetourien staget ouz ar groaz, en eur lavared : « Bez’ out ar mesi, neketa ? En em zavete da-unan, ha ni ganit ». 40 Med respont a ra an hini all, o rebechi dezañ : « N’az-peus aon ebed rag Doue, te hag a zo kondaonet d’ar memez kastiz ? 41 Evidom eo eun dra just : gand ar pez on-eus greet e veritom ar pez a houzañvom. Eñ a-vad n’e-neus greet droug ebed ». 42 Ha lavared a ra : « Jezuz az-pez soñj ahanon pa zeui en da rouantelez ». 43 Ha respont a ra : « Amen, e lavaran dit : hirio e vi ganin er baradoz ».

Jezuz a varv war ar groaz

44 Tost eo d’ar c’hwehved eur. Dond a ra eun deñvalijenn war an douar a-bez, beteg an naved eur, 45 rag kuzet eo an heol. Roget eo gouel an templ dre an hanter. 46 Ha Jezuz da grial a vouez uhel, en eur lavared : « Tad, etre da zaouarn e lakan va spered ». En eur lavared kement-se, e laosk e huanad diweza.

47 O weled ar pez a oa c’hoarvezet, e rent ar hantener gloar da Zoue, en eur lavared : « E gwirionez, e oa hemañ eun den just ».

Ar bobl hag ar merhed

48 Goude beza gwelet ar pez a oa c’hoarvezet, e tistroe, en eur skoi war boull o halon, an oll dud deut asamblez da zelled. 49 Chom a ree en diabell an oll re e anaveze, ha gwelet e oa an traou-ze gand ar merhed a oa bet gantañ, adaleg Bro-Halile.

Jezuz lakeet er bez

50 Ha setu eun den, Jozef e ano ; ezel e oa euz ar huzul, hag eun den mad ha just : 51 n’e-noa asantet na d’o menoz na d’o oberou. Ganet e oa bet e Arimati, e Bro-Jude, ha bez’ e oa o hortoz rouantelez Doue. 52 Dond a ra da gaoud Pilat ha da houlenn digantañ korv Jezuz. 53 E ziskenn a ra, e baka en eul liñser hag e lakaad en eur bez kleuzet en eur roh, e-leh ma ne oa bet beziet den ebed c’hoaz. 54 Edo devez ar Ragaoza ha lugerni a ree dija gouleier ar zabad.

55 Heulia a-dost a ra ar merhed, ar re a oa deut war e lerh, adaleg Bro-Halile, ha selled piz ouz ar bez, o weled penaoz eo bet lakeet e gorv. 56 Deut en-dro e kêr, e pourchasont frondou ha louzeier c’hwez vad. Chom a reont sioul e-pad ar zabad, hervez al lezenn.