Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Vaze  -  Traduction Danielou  -  An aviel hervez Sant Vaze – Pennad 2

An aviel hervez Sant Vaze
Pennad 2

Pennad daou

Ar vajed euz ar Zav-Heol

1 Jezuz o veza bet ganet e Betlehem-Jude, e amzer ar roue Herodez, setu ma erru majed euz ar Zav-Heol, e Jeruzalem. 2 Lavared a reont : « Peleh ema roue ar Juzevien, bet ganet nevez ’zo ? Rag gwelet on-eus e steredenn er Zav-Heol. Hag om deut da stoui dirazañ. »

3 O veza klevet kement-se, eo strafuillet ar roue Herodez, ha gantañ Jeruzalem a-abez. 4 Bodet gantañ an oll veleien-veur ha skriverien ar bobl, e houlenn diganto : « Peleh e tle ar Hrist beza ganet ? » 5 Lavared a reont : « E Betlehem-Jude, rag evel-henn eo bet skrivet gand ar profet : 6 “Ha te, Betlehem, douar Juda, n’out ket tamm ebed an disterra e-touez penn-kêriou Juda. Rag ahan out e teuio ar rener hag a vo mesaer war ma fobl Izrael”.

7 Gelver a ra neuze Herodez ar vajed dre guz, ha goulenn outo ar mare m’he-doa paret ar steredenn. 8 Hag ouz o has da Vetlehem, e lavar dezo : « It, grit eun enklask piz diwar-benn ar bugel. P’ho-po e gavet, roit kelou din, evid ma ’z in-me ive da stoui dirazañ. »

9 Klevet ar roue ganto, ez eont gand o hent. Ha setu ma ’z ee dirazo ar steredenn o-doa gwelet er Zav-Heol, beteg ma teu-hi da jom a-zav a-uh d’al leh m’ema ar bugel ennañ. 10 O weled ar steredenn, int karget gand eul levenez braz-tre. 11 Dond a reont en ti, ha gweled ar bugel gand Mari, e vamm. O koueza d’an douar, e stouont dirazañ. Hag o tigori o zeñzoriou, e kinnigom provou dezañ : aour, ezañs ha mir. 12 Kelaouet en o housk da jom heb mond en-dro da di Herodez, ez eont war-zu o bro dre eun hent all.

An dehadenn da Vro-Ejipt

13 Pa ’z int eet kuit, setu m’en em ziskouez eun êl d’an Aotrou dirag Jozef, en e gousk. Lavared a ra : « War-zao ! Kemer ar bugel hag e vamm ganit, ha teh da Vro-Ejipt. Chom eno beteg ma lavarin dit : rag ema Herodez o vond da glask ar bugel evide lakaad d’ar maro. »

14 Sevel a ra, kemer gantañ ar bugel hag e vamm, diouz an noz, hag en em denna da Vro-Ejipt. 15 Eno e chom beteg maro Herodez, evid ma vo teuio da wir ar homzou bet lavaret gand Doue dre ar profet : « Euz Bro-Ejipt em-eus galvet ma mab. »

Oll vugale Betlehem

16 Neuze, pa wel Herodez eo bet touellet gand ar vajed, ez a droug ruz ennañ. Kas a ra tud da laza an oll vugale, e Betlehem hag en douarou tro-war-dro, oadet a zaou vloaz pe nebeutoh, hervez ar mare e-noa goulennet merka spiz dezañ gand ar vajed.

17 Neuze eo deut da wir komzou Jeremi ar profet : 18 « Eur vouez a zo bet klevet e Rama, leñvadenn ha garmou niveruz : Rachel o ouela d’he bugale, ha ne fell ket dezi beza frealzet, rag n’eus ket mui anezo. »

An distro euz Bro-Ejipt

19 Goude maro Herodez, setu m’en em ziskouez da Jozef eun êl d’an Aotrou. 20 Lavared a ra dezañ : « War-zao ! Kemer ar bugel hag e vamm ganit, ha kee da zouar Izrael, rag maro eo ar re a glaske war-lerh buhez ar bugel. »

21 Sevel a ra, kemer gantañ ar bugel hag e vamm, ha dond da zouar lzrael. 22 O kleved ema Arkelauz o ren war Vro-Jude, e plas e dad Herodez, e-neus aon da vond di. Kelaouet en e gousk, ez a war-zu Bro-Halile, 23 ha dond a ra da jom en eur gêr anvet Nazared, evid ma teuio da wir ar homzou bet lavaret gand ar brofeted : « Nazorean e vo anvet. »