Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Vaze  -  Traduction Danielou  -  An aviel hervez Sant Vaze – Pennad 24

An aviel hervez Sant Vaze
Pennad 24

Pennad pevar warn-ugent

Sinou ar fin

1 Deut er-mêz euz an templ, ez ee Jezuz gand e hent.Tostaad a ra e ziskibien outañ ha diskouez dezañ savaduriou an templ. 2 Respont a ra dezo : « Selled a rit, emezañ, ouz an oll draou-ze, neketa ? Amen, lavared a ran deoh : ne vo ket lezet mên war vên amañ, heb beza eilpennet. »

3 P’ema-eñ azezet war Venez an Olivez, e tosta e ziskibien outañ, en o fart o-unan. « Lavar deom, emezo, pevare e c’hoarvezo an traou-ze. Pehini e vo ar zin evid da zonedigez hag evid fin ar bed ? » 4 Respont a ra Jezuz dezo : « Diwallit, emezañ, na vefeh diheñchet gand den ebed. 5 Rag kalz a zeuio em ano hag a lavaro : “Me eo ar Hrist”, ha kalz tud a vo diheñchet ganto. 6 Emaoh o vond da gleved ano euz brezeliou ha trouziou-brezel : beillit ha bezit dizaon ! Rag red eo da gement-se erruoud. Med n’eo ket ar fin c’hoaz. 7 Rag sevel a raio broad a-eneb broad, rouantelez a-eneb rouantelez. Bez’ e vo meur a naonegez hag a gren-douar, hervez al lehiou. 8 An oll draou-ze a vo ar penn kenta euz poaniou ar gwilioud.

9 Neuze e viot gwasket ha lazet ganto, hag e viot kaseet gand an oll vroadou, en abeg d’am ano. 10 Kalz a gouezo neuze, en em werzo an eil egile, hag o-do kasoni an eil ouz egile. 11 Sevel a raio kalz falsprofeted, ha diheñcha eur bern tud. 12 Gand an direisted o vrasaad, e vo yenneeet karantez kalz tud. 13 Med an hini a zalho mad beteg ar penn, hennez a vo saveteet. 14 Embannet e vo kelou-mad ar rouantelez dre ar bed a-bez, e-giz eun testeni evid an oll vroadou. Ha neuze e teuio ar fin. »

Ar wallzismegañs euzuz

15 « Pa welot el leh santel ar wallzismegañs euzuz, bet embannet gand ar profet Daniel, ra gompreno an neb a lenn ! 16 Ra deho neuze tud Bro-Jude d’ar meneziou ! 17 An hini a vo war al leur-doenn, arabad dezañ diskenn da gemer tra pe dra en e di. 18 Hag an hini a vo er park, arabad dezañ dond war e giz da gemer e vantell. 19 Reuzeudig ar gwragez a vo o tougen pe o roi bronn, en deiziou-ze !

20 Pedit evid ma n’erruio ket ho tehadeg e-pad ar goañv pe d’ar zabad. 21 Rag bez’ e vo neuze eun anken ken braz ha ma n’eo ket bet c’hoarvezet adaleg penn kenta ar bed, ha ma ne hoarvezo ket mui. 22 Ma ne vije ket berreet an deiziou-ze, ne vefe saveteet den ebed. Med, en abeg d’an dibabidi, eo bet berreet an deiziou-ze. »

Falskristou ha falsprofeted

23 « Neuze, ma lavar unan bennag deoh : “Setu ar Hrist amañ !” pe : “Setu m’ema aze !” na gredit ket. 24 Rag sevel a raio falskristou ha falsprofeted. Roi a raint sinou ha burzudou braz, beteg diheñcha an dibabidi zoken, ma ve posubl. 25 Setu m’em-eus raglavaret deoh ! 26 Ma lavaront deoh eta : “Setu m’ema en dezerz !” n’it ket er-mêz, pe : “Setu m’ema en ti !” na gredit ket. 27 Rag, evel ma strink al luhedenn euz ar zav-heol, hag e sked beteg ar huz-heol, evel-se e vo donedigez mab an den. 28 Forz peleh e vo ar horv, eno en em vodo ar guped. »

Donedigez mab an den

29 « Dioustu war-lerh anken an deiziou-ze, an heol a deñvallaio, al loar ne roio ket he sklêrijenn ken, ar stered a gouezo euz an neñv, ha dibradet e vo galloudegeziou an neñvou. 30 Neuze en em ziskouezo sin mab an den e-barz an neñv.

Ha neuze e vo klemmadennou gand an oll veuriadou war an douar : gweled a raint mab an den o tond war goabrennou an neñv, gand galloudegez ha gloar. 31 Kas a raio e êlez gand o zrompill vraz ; ha boda a raint e zibabidi euz ar pevar avel, euz eur penn d’an neñv beteg ar penn all. »

Ar wezenn-fiez o kemenn an hañv

32 « Diwar ar wezenn-fiez deskit eur barabolenn : pa zeu dija he skourrou da veza glaz ha pa gresk he deliou, e ouzoh ema tost an hañv. 33 Evel-se, c’hwi ive, pa welot an oll draou-ze, gouezit ema-eñ tost, e toull an nor.

34 Amen, lavared a ran deoh : ne dremeno ket ar rummad-mañ heb na errufe an oll draou-ze. 35 Tremen a raio an neñv hag an douar, ma homzou a-vad, nann, ne dremenint ket ! 36 Evid an devez-se, an eur ? Den ebed ne oar, nag an êlez euz an neñv, nag ar Mab, den nemed an Tad, eñ e-unan. »

E-giz e deiziou Noe

37 « E-giz m’eo c’hoarvezet e deiziou Noe, evel-se e vo donedigez mab an den. 38 Rag bez’ edont, e deiziou an dour-beuz, o chervata hag oh eva, o kemer gwaz hag o kemer gwreg, beteg an deiz ma ’z eas Noe en arh. 39 N’o-deus gouezet netra a-raog m’eo deut an dour-beuz, ha m’int bet oll lamet kuit gantañ. Evel-se e vo donedigez mab an den.

Unan kemeret, egile lezet

40 « Neuze e vo daou zen er park : kemeret eo unan hag egile lezet. 41 Diou e vint o vala gand eur mên-milin : kemeret eo unan hag eben lezet. »

« Beillit ! Bezit war evez ! »

42 « Beillit eta ! N’ouzoh ket da beseurt devez e teuio hoh Aotrou. 43 Kompren a rit an dra-mañ : m’e-nije gouezet ar penn-tiegez da bed eure teufe al laer, e-nefe beillet ha n’e-nefe ket lezet toulla e di. 44 Setu perag, c’hwi ive, bezit prest : d’an eur na zofijit ket enni eo e teuio mab an den. »

Servicher leal pe fall

45 « Piou eta eo ar zervicher feal ha poelleg e-neus e aotrou lakeet e penn e diegez, evid roi dezo boued en amzer deread ? 46 Eüruz ar zervicher-ze hag a vo kavet war e labour gand e aotrou, pa zeuio hemañ. 47 Amen, lavared a ran deoh : e lakaad a raio e penn e oll draou.

48 Med, ma vez fall ar zervicher-ze, e lavaro e don e galon : “Dalea a ra ma mestr”, hag e krogo da skoi gand ar zervicherien all, da zebri ha da eva gand al lonkerien. 50 Dond a raio aotrou ar zervicher-ze d’an deiz n’ema ket o hortoz, d’an eur n’anavez ket. 51 E lemel a raio kuit, hag ober dezañ evel d’ar bilbouzed : eno e vo leñvadeg ha skrignadeg dent. »