Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Vaze  -  Traduction Danielou  -  An aviel hervez Sant Vaze – Pennad 22

An aviel hervez Sant Vaze
Pennad 22

Pennad daou warn-ugent

An dud kouviet d’ar pred

1 Krogi a ra Jezuz da gomz dezo, ha dre barabolennou adarre. 2 « Heñvel eo, emezañ, rouantelez an neñv ouz eun den, eur roue, oh ober eured e vab. 3 Kas a ra e zervicherien da bedi ar gouvidi d’an eured ; med ne felle ket d’ar re-mañ dond. 4 Adarre e kas-eñ servicherien all : “Lavarrit, emezañ, d’ar gouvidi : prest eo pep tra ; deuit d’an eured.”

5 Med chom a reont dizeblant, ha mond, unan d’ e bark, egile d’e genwerz. 6 Lod all a dap krog er zervicherien, evid o dismegañsi hag o laza. 7 En e gounnar, e kas ar roue e zoudarded da zistruja ar vuntrerien-ze, ha da zevi o hêr.

8 Neuze e lavar d’e zervicherien : “Prest eo an eured, med ne oa ket dign ar gouvidi. 9 It eta da benn an heñchou, ha pedit d’an eured an oll dud a gavot.” 10 Mond a ra ar zervicherien er-mêz war an heñchou, ha boda an oll dud a gavont, fall pe vad. Hag eo leun ar zal-eured gand ar gouvidi. »

Ar zae-eured

11 « Antreal a ra ar roue da zelled ouz ar gouvidi. Hag e wel eno eun den ha n’e-neus ket gwisket ar zae-eured. 12 Lavared a ra dezañ : “Ma migon, penaoz out-te deut tre aman heb kaoud eur zae-eured ?” Chom a ra-eñ mud. 13 Neuze e lavar ar roue d’e zervicherien : “Liammit dezañ e dreid hag e zaouarn, ha taolit-eñ er-mêz, en deñvalijenn diavêz ! Eno e vo leñvadeg ha skrignadeg dent.” 14 Rag kalz a zo galvet, med nebeud eo an dibabidi. »

« Rentit da Zezar »

15 Mond a ra neuze ar farizianed da guzulia kenetrezo, evid e baka en e gomzou. Kas a reont dezañ o diskibien, gand re an herodianed. 16 « Mestr, emezo, gouzoud a reom ez out gwirion, hag e kelennez hent Doue e gwirionez. Ne rez van gand den ebed, ha ne zellez ket ouz dremm an dud. 17 Lavar deom eta pehini eo da ali : daoust hag ez eus aotre da bêa an taillou da Zezar pe get ? » 18 Anaoud a ra Jezuz o fallentez : « Perag, emezañ, emaoh ouz ma zenti, pilpouzed ? 19 Diskouezit din ar pez-moneiz evid an taillou. » Diskouez a reont dezañ eun diner. 20 Eñ ha lavared dezo : « Skeudenn piou eo homañ ? Hag an enskrivadur ? » 21 Respont a reont : « Hini Sezar ! » Neuze e lavar-eñ dezo : « Rentit eta da Zezar ar pez a zo da Zezar ! Ha da Zoue ar pez a zo da Zoue ! » 22 Kleved a reont, ha souezet int. Ouz e lezel, ez eont kuit.

Ar zaduseaned hag an adsao

23 En deiziou-ze, e tosta outañ ar zaduseaned, ar re a lavar n’eus ket a adsao. 24 Goulennou a reont outañ : « Mestr, emezo, lavaret e-neus Moizez : “Ma varv unan bennag heb kaoud bugale, e timezo e vreur gand e wreg, hag e savo diskennidi d’e vreur.” 25 Hogen, bez’ e oa, en on touez, seiz breur. An hini kenta, goude beza bet dimezet, a varv heb diskennad ebed : lezel a ra e wreg d’e vreur. 26 Evel-se evid an eil hag an trede, ha beteg ar zeizved. 27 War-lerh an oll anezo, e varv ar vaouez. 28 Goude an adsao, da behini euz ar zeiz den e vo-hi gwreg ? Rag pep hini e-neus he bet da wreg. »

29 Respont a ra Jezuz dezo : « Fazia a rit, emezañ, dre ma n’anavezit nag ar Skrituriou na galloud Doue. 30 Rag, goude an adsao, ne gemerer na gwaz na gwreg, med bez’ e vezer evel an êlez en neñv. 31 Hag evid an adsao, n’ho-peus ket lennet ar homzou lavaret deoh a-berz Doue ? : 32 “Me eo Doue Abraham, Doue Izaak, Doue Jakob”. N’eo ket eñ Doue ar re varo med ar re veo. » 33 Ouz e gleved, e oa ar bobl sebezet gand e gelennadurez.

« Kared a ri »

34 Kleved a ra ar farizianed e-neus-eñ minellet ar zaduseaned. En em voda a reont asamblez, 35 hag unan anezo, eun den a lezenn, a ra goulennou outañ, evid e denti : 36 « Mestr, pehini eo ar brasa gourhemenn euz al lezenn ? » 37 Lavared a ra : « An Aotrou da Zoue a gari, gand da oll galon, gand da oll skiant : 38 setu aze ar brasa ha kenta gourhemenn. 39 Med an eil a zo heñvel outañ : “Da nesa a gari, eveldout da-unan.” 40 Ouz an daou hourhemenn-se eo stag al lezenn a-bez, hag ar brofeted. »

Mab da Zavid hag e Aotrou

41 Bodet eo ar farizianed, 42 hag ober a ra Jezuz goulennou outo : « Pehini eo, emezañ, hoh ali diwar-benn ar Hrist ? Da biou eo-eñ mab ? » Respont a reont : « Da Zavid ! » 43 Hag e lavar-eñ dezo : « Penaoz eta e-neus David, er Spered, e anvet “Aotrou” ? Rag lavared a ra : 44 “An Aotrou a lavar d’am Aotrou : azez en tu dehou-din, beteg ma lakain da enebourien dindan da dreid.” 45 Ma ’z eo anvet “Aotrou” gand David eta, penaoz eo-eñ e vab ? » 46 Nikun anezo ne bell respont eur ger dezañ, ha den ebed ne gred ober goulennou outañ, adaleg an deiz-se.