Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Vaze  -  Traduction Danielou  -  An aviel hervez Sant Vaze – Pennad 13

An aviel hervez Sant Vaze
Pennad 13

Pennad trizeg

Kelennadurez e-kichenn al lenn

1 En deiz-se, deut Jezuz e-mêz an ti, e oa eet d’azeza e-kichenn ar mor. 2 Ken stank eo an dud dastumet en-dro dezañ, ma pign en eur vag. Azeza a ra enni, e-pad ma chom an oll dud war an aot. 3 Komz a ra dezo dre barabolennou, diwar-benn kalz traou.

Parabolenn an hader

Lavared a ra : « Setu an hader o vond er-mêz evid hada. 4 P’ema o hada, e kouez eul lodenn war vord an hent. Dond a ra al laboused hag eo debret ar greun ganto. 5 Lod all a gouez war ar veindraill, e-leh ma n’eus ket kalz a zouar : dioustu e tiwanont, dre ma n’eo ket don an douar. 6 Med a-boan m’eo savet an heol, eo rostet ar greun gantañ, ha dre ma n’o-deus ket a wriziou, ez int dizehet.

7 Eul lodenn all a gouez war ar spem. Ar spem a gresk hag he moug. 8 Lod all a gouez war an douar brao hag e roont frouez : unan kant, unan tri-ugent, unan all tregont. 9 An neb e-neus diouskouarn, ra glevo ! »

Perag parabolennou ?

10 Tostaad a ra an diskibien ha lavared dezañ : « Perag e komzez dre barabolennou ? » 11 Respont a ra dezo : « Deoh, emezañ, eo roet misteriou rouantelez an neñv da anaoud. Dezo n’eo ket greet. 12 Evel-se ema : an neb e-neus, e vo roet kalz dezañ ; an neb n’e-neus ket, e vo tennet digantañ zoken ar pez e-neus. 13 Gand se e komzan dezo dre barabolennou : rag selled a reont heb selled, ha kleved a reont heb kleved na kompren.

14 Hag evito eo sevenet profesi Izai, pa lavar-eñ :

“Evid kleved, e klevot ha ne gomprenot ket.

Evid selled, e sellot ha ne welot ket.
15 Rag ponnerreet eo kalon an dud-se :
gand diouskouarn kaled e klevont hag o daoulagad a stankont,
gand aon na welfent gand o daoulagad,
na glevfent gand o diouskouarn,

na gomprenfent gand o halon,
na vefe cheñchet o buhez,
ha n’o farefen”.

16 Evidoh, eüruz ho taoulagad : gweled a reont ; eüruz ho tiouskouarn : kleved a reont. 17 Amen, lavared a ran deoh : kalz profeted ha tud just o-deus bet c’hoant da weled ar pez a zellit outañ, ha n’o-deus ket gwelet, da gleved ar pez a glevit ha n’o-deus ket klevet. »

Komprenit ar barabolenn

18 « C’hwi eta, selaouit parabolenn an hader. 19 Neb a glev komz ar rouantelez, heb he hompren, e teu an hini droug da skrapa ar pez a zo bet hadet en e galon : an den-ze eo bord an hent m’eo bet taolet an had warnañ. 20 Ar pez a zo hadet war ar veindraill eo an den a glev ar gomz hag he reseo dioustu gand levenez. 21 Hogen, n’e-neus ket a wriziou ennañ e-unan med hedro eo : ma teu enkrez pe heskinèrèz, en abeg d’ar gomz, e strebot dioustu.

22 An douar m’eo bet kouezet an had ennañ e-kreiz ar spem, eo an den a glev ar gomz, med, gand neh ar vuhez ha touell ar binvidigez, eo mouget ar gomz ha difrouez e teu homañ da veza. 23 An douar brao a gouez an had warnañ eo an den a glev ar gomz hag he hompren ; dougen a ra frouez ha roi : unan kant, unan tri-ugent, unan all tregont. »

Parabolenn an dreog

24 Kinnig a ra dezo eur barabolenn all : « Heñvel eo, emezañ, rouantelez an neñv ouz eun den o hada had brao en e bark. 25 Med e-pad ma kousk an dud, e teu e enebour : hada a ra dreog war-horre, e-touez an ed, ha mond kuit. 26 Ha pa ziwan ar geot hag e roont pennou-ed, e teu ive an dreog war-wel.

27 Tostaad a ra mevelien an ozah, ha lavared dezañ : « Mestr, daoust ha n’eo ket had brao az-peus hadet en da bark ? Penaoz eta ez eus dreog ? » 28 Respont a ra dezo : « Eun den enebour eo e-neus her greet. » Ar vederien a lavar : « C’hoant az-peus ez afem d’e zastum ? 29 Hag eñ da lavared : « Nann ! Gand aon na vefe disgwriziennet an ed gand an dreog. 30 Lezit da greski an eil hag egile, beteg an eost. Da vare an eost, e lavarin d’ar vederien : “Dastumit an dreog da genta, hag ereit-eñ e duilladou evid o devi. An ed a-vad, dastumit-eñ em grignol”. »

Ar hreunenn zezo

31 Eur barabolenn all a ginnig dezo : « Heñvel eo, emezañ, rouantelez an neñv ouz eur hreunenn zezo e-neus eun den kemeret da hada en e bark. 32 Bez’ eo ar vihanna e-touez an oll hadennou. Med, p’he-deus kresket, e vez-hi an hini vrasa e-touez ar plantennou : dond a ra da veza gwezenn, ken e teu laboused an neñv d’ober o neiziou war he skourrou. »

Ar goell

33 Eur barabolenn all a lavar-eñ dezo : « Heñvel eo rouantelez an neñv ouz ar goell kemeret gand eur vaouez ha kemmesket ganti e-barz tri muzuliad bleud, beteg ma sav an toaz a-bez. »

Pep tra dre barabolennou

34 Kement-se oll a lavar Jezuz d’ar boblad-tud, dre barabolennou. Ha ne lavare netra dezo, nemed dre barabolennou, 35 evid seveni komzou ar profet : “Digori a rin ma genou evid komz dre barabolennou, embann a rin traou kuzet abaoe krouidigez ar bed.” »

« Displeg deom ar barabolenn »

36 Lezel a ra-eñ an dud, ha dond d’an ti. E ziskibien a dosta outañ, en eur lavared : « Displeg deom parabolenn an dreog er park. 37 Respont a ra dezo : « Mab an den, emezañ, eo an hader mad. 38 Ar bed eo ar park ; mibien an droug eo an dreog ; 39 an diaoul eo an enebour hag e-neus e hadet ; fin ar bed eo an eost ; an êlez eo ar vederien. 40 Dres e-giz m’eo an dreog dastumet ha devet en tan, evel-se evoe fin ar bed. 41 Mab an den a gaso e êlez, ha dastum a raint e-mêz ar rouantelez an oll wall-skweriou hag oberourien an droug. 42 O zaoler a raint er fornez tan : eno e vo leñvadeg ha skrignadeg dent. 43 Neuze e lugemo ar re just, evel an heol, e rouantelez o Zad. An neb e-neus diouskouarn, ra glevo ! »

An teñzor, ar berlezenn, ar roued

44 « Heñvel eo rouantelez an neñv ouz eun teñzor kuzet er park. Kavet eo gand eun den : e guzad a ra, ha, leun a levenez, ez a da werza pep tra e-neus, ha da brena ar park-se.

45 Ha c’hoaz : heñvel eo rouantelez an neñv ouz eur marhadour o klask perlez kaer. 46 Kavoud a ra eur berlezenn talvouduz-tre : mond a ra da werza kement tra e-neus, ha d’he frena.

47 Ha c’hoaz : heñvel eo rouantelez an neñv ouz eur roued taolet er mor. Dastum a ra pesked a beb gouenn. 48 Pa vez leun, eo sachet ganto war an aot. Azeza a reont ha dastum ar re vrao e panerou. Ar re vrein a-vad a daolont kuit. 49 Evel-se e vo e fin ar bed : dond a raio an êlez er-mêz ; dispartia a raint ar re fall diouz kreiz ar re just, 50 hag o zaoler er fornez tan : eno e vo leñvadeg ha skrignadeg dent. »

Ar skriver deut da veza diskib ar rouantelez

51 « Komprenet ho-peus kement-se ? –Ya » a lavaront dezañ. 52 Respont a ra dezo : « Evel-se eo kement skriver, o houzoud diouz rouantelez an neñv, heñvel ouz eun den, eun ozah hag a denn traou koz ha traou nevez euz e deñzor. » 53 Echuet gantañ displega ar parabolennou-ze, ez a Jezuz kuit alese.

« Den ebed ne vez profet en e vro »

54 Dond a ra d’e vro. Kelenn a ree e genvroiz en o zinagogenn, ken e oant souezet. Hag int da lavared : « Euz peleh e teu dezañ ar furnez-se hag ar burzudou ? 55 Hennez, daoust ha n’eo ket eñ mab ar halvez ? Daoust ha ne vez ket greet Mari euz e vamm ? Hag e vreudeur : Jakez, Jozef, Simon ha Jud, 56 hag e hoarezed, daoust ha n’emaint ket oll en on touez ? Euz peleh eta e teu dezañ kement-se ? » 57 Ha bez’ eo-eñ eur skoill evito. Lavared a ra Jezuz dezo : « Ne vez eur profet heb enor nemed en e vro hag en e famill. » 58 Ne ra ket kalz burzudou eno, en abeg d’o diouer a feiz.