Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Vaze  -  Traduction Danielou  -  An aviel hervez Sant Vaze – Pennad 3

An aviel hervez Sant Vaze
Pennad 3

Pennad 3

Eur vouez er goueleh

1 En deiziou-ze en em ziskouez Yann, ar badezour, 2 o prezeg e goueleh Bro-Jude, en eur lavared : « Cheñchit buhez ! Rag tost ema rouantelez an neñv. » 3 Ya, eñ eo an hini bet komzet anezañ gand ar profet Izai, pa lavare : « Mouez an hini a zo o krial er goueleh : kempennit hent an Aotrou, lakit eeun e wenojennou. » 4 Ar Yann-se a zo gantañ eur pez-dillad reun kañval, hag eur gouriz ler en-dro d’e groaz-lez. E voued a zo lammikerezed ha mel gouez.

5 Neuze e teu d’e gaoud tud Jeruzalem, re Bro-Jude a-bez, ha re ar hornad a zo tro-dro d’ar Jourdan. 6 Badezet e oant gantañ er Stèr-Jourdan, en eur anzav o fehejou.

Penaoz distroi ouz Doue

7 Gweled a ra kalz farizianed ha saduseaned o tond d’e vadiziant, hag eñ da lavared dezo : « Gouenn naered ! Piou e-neus desket deoh tehed pell diouz ar gounnar a zo o tond ? 8 Taolit eta frouez o tiskouez eo gwirion ho keuz. 9 Ha n’it ket da lavared ennoh o-unan : “Abraham eo on-eus da dad”. Rag lavared a ran deoh : bez’ e hell Doue, euz ar vein-mañ, sevel bugale da Abraham. 10 Lakeet ema dija ar vouhal e gwriziou ar gwez : kement gwezenn na ro ket frouez mad a vo trohet eta, ha stlapet en tan. »

Yann a gemenn an hini a zo o tond

11 « Evidon-me, ho padezan en dour, evid ma cheñchot buhez. Med galloudusoh egedon eo an hini a zo o tond war ma lerh : n’on ket dign da denna e votou dezañ. Ho padezi a raio-eñ er Spered Glan hag en tan. 12 E bal-wenta gantañ en e zorn, ema o vond da gempenn al leur, ha da zastum ar greun en e hrignol ; ar pell a-vad a vo devet gantañ en tan na varv ket. »

Badiziant Jezuz

13 Neuze eh erru Jezuz, euz Bro-Halile d’ar Stèr-Jourdan, da gaoud Yann ha da veza badezet gantañ.14 Nah a ra Yann a-vad, en eur lavared dezañ : « Me eo am-eus ezomm da veza badezet ganit, ha te a zeu beteg ennon ! » 15 Jezuz a respont : « Laosk bremañ ! emezañ. Mad eo deom seveni peb justis evel-se. » Neuze e lez da ober.

16 Eur wech badezet, e sav Jezuz er-mêz euz an dour. Ha setu ma tigor an neñv ; gweled a ra Spered Doue o tiskenn, evel eur goulm, hag o tond warnañ. 17 Ha setu eur vouez, euz an neñv, o lavared : « Hemañ eo ma Mab, an hini muia-karet ; ennañ em-eus lakeet ma levenez. »