Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Vaze  -  Traduction Danielou  -  An aviel hervez Sant Vaze – Pennad 27

An aviel hervez Sant Vaze
Pennad 27

Pennad seiz warn-ugent

Kaset da Pilat

1 Deut ar mintin, en em vod an oll veleien-veur ha kozidi ar bobl, en eur huzul a-eneb Jezuz, evid e lakaad d’ar maro. 2 E liamma a reont, e gas ganto, hag e roi da Bilat, ar gouarnour.

Judaz a ya d’en em grouga

3 Neuze e wel Judaz, an hini hag e ro, eo Jezuz kondaonet. Deut keuz dezañ, e kas ar peziou arhant en-dro 4 d’ar veleien-veur ha da gozidi ar bobl : « Pehet em-eus, emezañ, en eur roi eur gwad divlam. » Lavared a reont : « Petra a ra an dra-ze deom-ni ? Dit eo da weled ! » 5 Stlepel a ra ar peziou arhant er zantual, tehed kuit, ha mond d’en em grouga.

6 Ar veleien-veur a gemer ar peziou arhant : « N’eus ket aotre, emezo, d’o zaoler e teñzor an templ, rag priz ar gwad int. » Kuzulia a reont kenetrezo, ha prena Park ar Poder, evid sebelia an dud estren. 8 Setu perag eo anvet ar park-se : Park ar Gwad, beteg hirio. 9 Neuze eo deut da wir komzou ar profet Jeremi : « Kemer a reont an tregont pez arhant, priz ar pez a oa-eñ bet istimet, istimet gand bugale Izrael, 10 hag o roi evid Park ar Poder, evel m’e-neus an Aotrou lavaret din. »

« Ha bez’ out-te roue ar Juzevien ? »

11 Lakeet eo Jezuz dirag ar gouarnour. Ober a ra ar gouarnour goulennou outañ : « Te, emezañ, ha bez’ out-te roue ar Juzevien ? » Respont a ra Jezuz : « Henn lavared a rez ! »

12 Tamallet eo gand ar veleien-veur hag ar gozidi, med ne responte netra.13 Neuze e lavar Pilat dezañ : « Ne glevez ket ? Ped testeni a zougont a-eneb dit ! » 14 Ne responte-eñ netra, ger ebed, ken m’eo souezet-braz ar gouarnour.

Barabaz

15 Da beb gouel, e oa ar gouarnour kustum da zieubi eur prizoniad d’an dud, an hini a felle dezo. 16 Bez’ o-doa neuze eur prizoniad brudet, Barabaz e ano. 17 En em voda a reont eta ; hag e lavar Pilat dezo : « Pehini a fell deoh e tieubin ? Barabaz pe Jezuz, anvet ar Hrist ? » 18 Rag gouzoud a ree e oa dre warizi o-doa e roet. 19 E-pad ma oa azezet war e gador-varn, e lak e wreg kemenn dezañ : « Ra vo netra, emezi, etrezout-te hag an den digabluz-se ! Rag gouzañvet em-eus kalz hirio, en eun huñvre, en abeg dezañ. »

« Ra vo staget ouz eur groaz ! »

20 Ar veleien-veur hag ar gozidi a lak an dud da houlenn Barabaz, ha da gas Jezuz da goll. 21 Komz a ra ar gouarnour, o lavared dezo : « Pehini euz an daou-mañ ho-peus c’hoant e tieubin deoh ? » Respont a reont : « Barabaz ! » 22 Ha Pilat da lavared dezo : « Petra ’ta a rin gand Jezuz, anvet ar Hrist ? » Respont a reont oll : « Ra vo staget ouz eur groaz ! – 23 Med, emezañ, peseurt droug eta e-neus-eñ greet ? » Youhal a reont muioh c’hoaz, en eur lavared : « Ra vo staget ouz eur groaz ! »

24 Gweled a ra Pilat n’eus netra d’ober, med ema kentoh an tousmah o sevel. Kemer a ra dour, gwalhi e zaouarn dirag ar bobl, ha lavared : « Divlam on e-keñver ar gwad-mañ. Deoh da weled ! » 25 Hag ar bobl a-bez da respont : « Ra vo e wad warnom, emezo, ha war or bugale ! » 26 Neuze e tieub Barabaz dezo, hag e ro Jezuz evid ma vo staget ouz eur groaz, goude e lakaad da veza skourjezet.

Ar gurunenn spern

27 Soudarded ar gouarnour a zegas Jezuz ganto neuze er pretordi, ha boda a reont ar gohortenn en he fez. 28 O veza e ziwisket, e taolont eur vantell ruz-moug warnañ. 29 Lakaad a reont war e benn eur gurunenn spem, plezet ganto, hag eur gorzenn en e zorn dehou. O koueza war o daoulin, e reont goap anezañ, en eur lavared : « Salud dit, roue ar Juzevien ! » 30 Tufa a reont warnañ, hag o kemer ar gorzenn, e skoont war e benn. 31 P’o-deus greet goap anezañ, e tiwiskont e vantell digantañ, hag e lakont e zillad warnañ.

Simon a Ziren

E gas a reont evid beza staget ouz ar groaz. 32 En eur vond er-mêz, e kavont eun den, euz Siren, anvet Simon. Hennez a gemeront, evid ma tougo kroaz Jezuz. 33 Dond a reont d’al leh anvet Golgota, da lavared eo Leh ar Glopenn, 34 ha gwin kemmesket gand bestl a roont dezañ da eva.

Jezuz ouz ar groaz

35 Goude beza e staget ouz ar groaz, e lodennont e zillad, en eur denna d’ar zort, 36 hag ez azezont eno evid evezia outañ. 37 Lakaad a reont e abeg-tamall, skrivet a-uh d’e benn : « Hemañ eo Jezuz, roue ar Juzevien. » 38 Neuze e stagont ouz eur groaz daou dorfetour gantañ, unan d’an tu dehou, unan all d’an tu kleiz.

39 E vallozi a ree an dremenidi, en eur heja o fenn : 40 « Te, emezo, hag a zistruj ar zantual hag e zav a-benn tri devez, en em zavete, te da-unan ! Mard out Mab da Zoue, diskenn neuze euz ar groaz ! » 41 Er memez mod, e ree ar veleien-veur goap anezañ. Gand ar skriverien hag ar gozidi, e lavarent : 42 « Reou all e-neus saveteet, ha ne hell ket en em zavetei, eñ e-unan ! Roue Izrael eo-eñ ? Ra ziskenno bremañ euz ar groaz hag e kredim ennañ ! 43 Lakeet e-neus e fiziañs e Doue : da hemañ d’e zieubi bremañ, ma ’z eo karet gantañ ! Rag lavaret e-neus : “Bez’ on-me Mab da Zoue.” » 44 An dorfetourien, staget ouz eur groaz en e gichenn, e gunujenne en eun doare heñvel.

Jezuz a varv war ar groaz

45 Adaleg ar c’hwehved eur, e tiskenn eun deñvalijenn war an douar a-bez, beteg an naved eur. 46 War-dro an naved eur, e laosk Jezuz eur griadenn vraz : « Eli ! Eli ! emezañ, lema sabachtani ? » pe c’hoaz : « Ma Doue ! Ma Doue ! Perag az-peuz ma dilezet ? »

47 Klevet eo gand ar re a zo eno hag e lavaront : « Hemañ a halv Eliaz. » 48 Dioustu e red unan anezo, e kemer eur spouenn, he leugn gand gwinegr, he lak en-dro d’eur gorzenn, hag e ro dezañ da eva. 49 Ar re all a lavar : « Lez ! Gwelom hag-eñ e teuio Eliaz d’e zavetei. » 50 Adarre e laosk Jezuz eur griadenn vraz, hag e rente spered.

51 Ha setu m’eo roget gouel ar zantual e daou damm, euz ar penn uhella beteg an traoñ. Krena a ra an douar, hag ar vein da faouta. 52 Ar beziou a zigor, hag adsavet ez eus kalz euz korvou ar zent eet da anaon. 53 Dond a reont er-mêz euz ar beziou, goude e adsao, antreal er gêr zantel, hag en em ziskouez da galz a dud.

54 Aon braz e-neus ar hantener hag ar re all a zo gantañ o tiwall Jezuz, pa welont ar hren-douar, hag an traou all c’hoarvezet. Lavared a reont : « E gwirionez e oa hemañ Mab da Zoue ! »

55 Bez’ e oa eno meur a vaouez o selled a-bell. Heuliet o-deus Jezuz adaleg Bro-Halile, evid e zervicha. 56 En o zouez : Mari-Madalen, Mari mamm da Jakez ha da Jozef, ha mamm mibien Zebede.

Ar beziadur

57 Deut an noz, e tegouez eun den pinvidig euz Aritmati, anvet Jozef. Eñ ive a zo deut da veza eun diskib da Jezuz. 58 Mond a ra da gaoud Pilat, ha goulenn korv Jezuz. Neuze e kemenn Pilat e roi dezañ. 59 Jozef a gemer ar horv, e bak en eul liñser hlan, 60 hag e lak en eur bez nevez, bet kleuzet gantañ en eur roh. Ruilla a ra eur mên braz dirag toull ar bez, ha mond kuit. 61 Bez’ e oa eno Mari-Madalen hag ar Vari all, azezet dirag ar bez.

Siellet eo ar mên

62 D’an devez war-lerh, goude an Aozidigez, en em vod ar veleien-veur hag ar farizianed e ti Pilat. 63 Lavared a reont : « Aotrou, deut ez eus soñj deom e-neus an toueller-ze lavaret, pa oa beo c’hoaz : “A-benn tri devez eh adsavin.” 64 Kemenn eta ma vo diwallet ar bez, en eun doare sur, beteg an trede deiz, gand aon na zeufe e ziskibien d’e laerez, ha da lavared d’ar bobl : “Adsavet eo a-douez ar re varo ! “An douelladenn-mañ a vefe gwasoh eged an hini genta. » 65 Respont a ra Pilat dezo : « Bez’ ho-peus gwarded ! Kit, diwallit ar bez, en eun doare sur, evel ma ouzoh ! » 66 Mond a reont ha diwall ar bez en eun doare sur : siellou a lakont war ar mên, ha gwarded dirazañ.