Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Vaze  -  Traduction Danielou  -  An aviel hervez Sant Vaze – Pennad 14

An aviel hervez Sant Vaze
Pennad 14

Pennad pevarzeg

Yann adsavet ?

1 War-dro an amzer-ze, e klev Herodez, an tetrark, komz euz Jezuz. 2 Lavared a ra d’e ofiserien : « Yann-Vadezour e rank beza hemañ ; adsavet eo bet a-douez ar re varo : gand se e kaver ennañ galloud ar burzudou. »

Yann en toullbah

3 Rag Herodez e-noa tapet krog e Yann, e chadennet, hag e daolet en toull-bah, ablamour da Herodiadez, gwref Filip, e vreur. 4 Peogwir e lavare Yann dezañ : « N’az-peus ket aotre d’he haoud da wreg. » 5 Ha c’hoant dezañ d’e laza, e-neus aon rag an dud, dre ma sellent ouz Yann evel ouz eur profet.

Penn Yann

6 Dond a ra deiz-ha-bloaz Herodez. Merh Herodiadez a goroll dirag an dud, hag a blij kalz d’Herodez, 7 ken na tou hemañ, dre le, roi dezi ar pez a houlenno-hi. 8 Poulzet gand he mamm : « Ro din, emezi, amañ war eur plad, penn Yann, ar badezour. » 9 Mantret eo an tetrark, med en abeg d’e le ha d’ar gouvidi, e kemenn ma vo roet dezi penn Yann, 10 hag e lak dibenna Yann en e doull-bah. 11 Degaset eo e benn war eur plad, ha roet d’ar plah yaouank : homañ e ro d’he mamm. 12 Diskibien Yann a zeu da gemer e gorv ha d’e zebelia. Dond a reont da gas kelou da Jezuz.

Mond a ra Jezuz kuit : an dud a ya d’e heul

13 O veza klevet kement-se, ez a Jezuz kuit alese, en eur vag, war-zu eul leh digenvez, en e bart e-unan. Kleved a ra ar bobl ano euz kement-se, ha mond d’e heul, war droad, euz ar hêriou. 14 O tond er-mêz, e wel-eñ eur boblad-tud niveruz. Trefuet eo evito, beteg don e galon : parea a ra o re vahagnet.

Pemp baraenn evid pemp mil den

15 Deut an abardaez, e tosta an diskibien outañ, en eur lavared : « Digenvez eo al leh-mañ, ha diwezad eo an eur dija. Kas an dud kuit, ma ’z aint d’ar hêriadennou da brena boued. » 16 Respont a ra Jezuz dezo : « N’o-deus ket ezomm da vond kuit. Roit-c’hwi dezo da zebri. » 17 Lavared a reont dezañ : « N’on-eus amañ nemed pemp baraenn ha daou besk – 18 Degasit-i din amañ », emezañ.

19 Lakaad a ra ar boblad-tud da astenn war ar geot. Kemer a ra ar pemp baraenn hag an daou besk. O veza savet e zellou war-zu an neñv, e vennig ar baraennou, o lodenn hag o ro d’e ziskibien, hag ar re-mañ d’an dud. 20 Debri a reont oll beteg o gwalh. Dastum a reont an tammou chamet da zilerh : daouzeg panerad leun. 21 Ar re o-deus debret a oa war-dro pemp mil den, heb konta ar merhed hag ar vugale.

Pedi a ra war ar menez

22 Raktal e lak e ziskibien da bignad er vag ha da vond en e raog d’an tu all, e-pad ma kasfe-eñ an dud kuit. 23 O veza kaset an dud kuit, e pign war ar menez da bedi, en e bart e-unan.

Bale a ra war ar mor

Deut an abardaez, e oa e-unan-penn eno. 24 Ar vag a oa dija pellig euz an aot, hejet-dihejet gand an tonnou, rag a-benn edo an avel. 25 D’ar pederved beill euz an noz, e teu daveto, ovale war ar mor. 26 E ziskibien a zo trevariet ouz e weled o vale war ar mor. Lavared a reont : « Eur spes eo ! » ha krial gand ar spont. 27 Kerkent e komz Jezuz dezo : « Fiziañs ! emezañ, me eo, bezit dizaon ! »

28 Neuze e komz Pèr outañ : « Aotrou, ma ’z eo te eo, kemenn din mond davedout war an dour ! » 29 Jezuz a lavar : « Deus ! » Diskenn a ra Pèr euz ar vag, ha hale war an dour evid mond war-zu Jezuz. 30 Med, o weled pegen kreñv eo an avel, e krog aon ennañ. Staga a ra da ziskenn hag eñ da hopal, en eur lavared : « Aotrou ! Salv ahanon ! » 31 Kerkent eh astenn Jezuz e zorn hag e krog ennañ. Lavared a ra dezañ : « Den dister e feiz, perag n’az-peus ket kredet ? » 32 Ha pa bignont er vag, eo torret an avel. Ar re a zo gantañ er vag a stou dirazañ, 33 en eur lavared : « Te a zo Mab da Zoue, e gwirionez. »

E Jenezared

34 Echui a reont an treiz, ha dond da zouara e Jenezared. 35 Tud al leh-mañ e anavez, ha kelou a gasont dre ar vro tro-dro. Degas a reont dezañ an oll re glañv, 36 hag e erbedi : nemed touch ouz pempillenn e vantell. Ha pareet eo kement hini a douch outi.