Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Vaze  -  Traduction Danielou  -  An aviel hervez Sant Vaze – Pennad 25

An aviel hervez Sant Vaze
Pennad 25

Pennad pemp warn-ugent

An deg gwerhez

1 « Neuze e vo rouantelez an neñv heñvel ouz deg gwerhez, kemeret ganto o lampou evid mond er-mêz da ziambroug ar pried. 2 Hogen, pemp anezo a oa diboell ha pemp a oa fur. 3 Hag en eur gemer o lampou, ne femer ket ar re ziboell eoul ganto. 4 Ar re fur a-vad a gemer eoul e buredou, gand o lampou. 5 Dre ma oa dale gand ar pried, e krogont oll da voredi ha da gousked.

6 E-kreiz an noz e sav eun hopad : “Setu ar pried ! Kit er-mêz, en arbenn dezañ !” 7 Neuze e tihun an oll werhezed-se, hag e fardont o lampou. 8 Ar re ziboell a lavar d’ar re fur : “Roit deom lod euz hoh eoul : mervel a ra on lampou. 9 Ar re fur a respont : “Sur, emezo, ne vo ket tra-walh evidom hag evidoh. It kentoh da di ar varhadourien d’e brena evidoh.”

10 Mond a reont da brena, hag e tegouez ar pried. Ar re hag a zo prest a ya tre gantañ evid ar pred-eured, ha prennet an nor. 11 Goude-ze e teu ive ar gwerhezed all : “Aotrou, Aotrou, emezo, digor deom !” 12 Respont a ra-eñ : “Amen, emezañ, n’ouzon ket piou oh-c’hwi”. 13 Beillit eta ! N’ouzoh nag an deiz nag an eur. »

An talantou

14 « Evel eun den eta o vond kuit da bell : gelver a ra e zervicherien ha roi e vadou dezo. 15 Da unan e ro pemp talant, d’eun all daou, ha d’eun all unan : da bep hini hervez e ouiziegez. Ha mond a ra kuit da bell.

16 Dioustu e krog an hini e-neus bet pemp talant da ober ganta : gounid a ra pemp all. 17 Memez tra evid an hini e-neus bet daou : gounid a ra daou all. 18 Med mond a ra an hini e-neus resevet unan hepken d’ober eun toull en douar ha da guzad arhant e aotrou.

19 Goude kalz amzer, e teu aotrou ar zervicherien-ze, hag e rent e gont ganto. 20 Tostaad a ra an hini e-neus resevet pemp talant, ha degas pemp talant all : “Aotrou, emezañ, pemp talant az-peus roet din. Setu amañ pemp all bet gounezet ganin.” 21 E aotrou a lavar dezañ : “Brao-tre, servicher mad ha feal ! War nebeud a dra out bet fidel : e penn kalz traou e vi lakeet ganin. Deus tre e levenez da aotrou !”

22 Tostaad a ra ive an hini e-neus bet daou dalant : “Aotrou, emezañ, daou dalant az-peus roet din. Setu amañ daou all bet gounezet ganin.” 23 E aotrou a lavar dezañ : “Brao-tre, servicher mad ha feal ! War nebeud a dra out bet fidel : e penn kalz traou e vi lakeet ganin. Deus tre e levenez da aotrou !”

24 Ha tostaad a ra an hini e-neus resevet eun talant hepken. “Aotrou, emezañ, da anaoud a ran da veza eun den kaled : medi a rez e-leh ma n’az-peus ket hadet, dastum a rez e-leh ma n’az-peus ket strewet. 25 Aon am-eus bet, hag eet on da guzad da dalant en douar. Setu : ema ganit ar pez a zo dit.” 26 E aotrou a respont, en eur lavared dezañ : “Servicher fall ha lezireg ! Goud a rees e vedan e-leh ma n’em-eus ket hadet, e tastuman e-leh ma n’em-eus ket strewet. 27 Red e oa dit eta lakad ma arhant en eun ti-bank. Ha d’am distro am-befe kavet ar pez ’zo din, gand an interest diwarnañ. 28 Lamit eta an talant digantañ, ha roit-eñ d’an hini e-neus deg. 29 Rag roet e vo da gement hini e-neus, hag e-no ouspenn. Med digand an hini n’e-neus ket, e vo tennet ar pez e-neus zoken. 30 Hag ar zervicher didalvez, taolit-eñ er-mêz, en deñvalijenn ziavêz : eno e vo leñvadeg ha skrignadeg dent. »

« Deuit-c’hwi, tud benniget gand ma Zad ! »

31 « Pa zeuio mab an den, en e hloar, hag an oll êlez gantañ, eh azezo war e dron a hloar. 32 Hag an oll bobladou en em zastumo dirazañ. Disranna a raio an eil re diouz ar re all, evel ma tisrann ar mesaer an dañvadezed diouz ar bouhed. 33 Lakaad a raio an dañvadezed war e du dehou, hag ar bouhed war e du kleiz

34 Neuze e lavaro ar roue d’ar re war an tu dehou : “Deuit-c’hwi, tud benniget gand ma Zad ! Bezit hered d’ar rouantelez aozet evidoh, abaoe krouidigez ar bed ! 35 Rag naon am-eus bet hag ho-peus roet din da zebri, sehed am-eus bet hag ho-peus roet din da eva, estrañjour e oan hag ho-peus ma degemeret, 36 en noaz hag ho-peus ma gwisket, klañv hag ho-peus ma bizitet, bez’ e oan en toull-bah hag oh deut beteg ennon.”

37 Neuze ar re just a responto dezañ : “Aotrou, emezo, pevare on-eus-ni da welet o kaoud naon evid da vaga, pe o kaoud sehed evid roi dit da eva ? 38 Pevare on-eus da welet beza estrañjour evid da zegemer, pe en noaz evid da wiska ? 39 Pevare on-eus da welet klañv pe en toull-bah evid dond beteg ennout ?” 40 Ar roue a responto hag a lavaro dezo : “Amen, eme-ve deoh : dre m’ho-peus greet kement-se da unan euz ma breudeur, euz ar re vihanna a zo amañ, din eo ho-peus her greet.”

41 Neuze e lavaro d’ar re war an tu kleiz : “It pell diouzin, tud villiget, d’an tan peurbaduz, bet aozet evid an diaoul hag e êlez ! 42 Rag naon am-eus bet ha n’ho-peus ket roet din da zebri, sehed am-eus bet ha n’ho-peus ket roet din da eva, 43 bez’ e oan estrañjour ha n’ho-peus ket ma degemeret, en noaz ha n’ho-peus ket ma gwisket, klañv pe en toull-bah ha n’ho-peus ket ma bizitet.”

44 Respont a raint-i ive neuze : “Aotrou, emezo, pevare on-eus da welet o kaoud naon pe zehed, o veza estrañjour pe en noaz, klañv pe en toull-bah, ha n’on-eus ket da zervichet ?” 45 Neuze e responto dezo : “Amen, emezon, dre n’ho-peus ket greet kement-se da unan euz ar re-mañ, euz ar re vihanna, din kennebeud n’ho-peus ket her greet.” 46 Ha mond a raio ar re-mañ d’ar hastiz peurbaduz, med ar re just d’ar vuhez peurbaduz. »