Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Vaze  -  Traduction Danielou  -  An aviel hervez Sant Vaze – Pennad 5

An aviel hervez Sant Vaze
Pennad 5

Pennad pemp

« Eüruz »

1 O weled an engroez, e pign-eñ war ar menez. Azeza a ra, hag e tosta e ziskibien outañ. 2 O tigori e henou, e stag d’o helenn, en eur lavared :

3 « Eüruz ar re a zo paour en o spered : dezo eo rouantelez an neñv !
4 Eüruz ar re a zo leun a zouster : hered e vint d’an douar !
5 Eüruz ar re a zo glaharet : frealzet e vint !
6 Eüruz ar re o-deus naon ha sehed a justis : o gwalh a gavint !
7 Eüruz ar re a zo trugarezuz : evito e vo trugarez !
8 Eüruz ar re a zo glan a galon : Doue a welint !
9 Eüruz ar re a zegas ar peoh : mibien Doue e vint anvet !
10 Eüruz ar re a zo heskinet en abeg d’ar justis : dezo eo rouantelez an neñv !
11 Eüruz oh-c’hwi pa viot kunujennet hag heskinet, pa vo lavaret bep seurt droug e gaou a-eneb deoh, en abeg din. 12 Bezit laouen, tridit, rag braz eo ho pae en neñv. Evel-se eo bet heskinet ganto ar brofeted, ar re a zo bet en ho raog. »

« Bez’ oh an holen »

13 « Holen an douar oh-c’hwi. Ma teu an holen da veza goular, gand petra e vo salet ? N’eo ket ken kreñv a-walh evid netra, nemed evid beza stlapet er-mêz ha breset gand an dud. »

« Bez’ oh sklêrijenn »

14 « Sklêrijenn ar bed oh-c’hwi. Ne helier ket kuza eur gêr bet savet e lein eur menez. 15 Ha n’elumer ket eul lamp evid e lakaad dindan ar boezell, med war ar hantolor ; ha lugemi a ra evid an oll re a zo en ti. 16 Ra lugemo evel-se ho sklêrijenn dirag an dud, evid ma welint hoh oberou mad, ha ma veulint ho tad hag a zo en neñv.

Seveni kentoh eged distruja

17 « Na gredit ket on deut da dorri al lezenn hag ar brofeted ; n’on ket deut d’o zorri med d’o zeveni. 18 Rag, amen, lavared a ran deoh : ken na vo tremenet an neñv hag an douar, ne dremeno ket eun i, eun tired nemetañ, euz al lezenn, ken na vo sevenet pep tra.

19 Evel-se, an neb a dorro unan euz ar gourhemennou-ze, e-touez ar re vihanna, hag a gelenno kemend-all d’an dud, hennez a vo anvet ar bihanna e rouantelez an neñv. An hini a raio hag a gelenno, hennez a vo anvet braz e rouantelez an neñv. »

Eur justis diouz an druill

20 « Rag lavared a ran deoh : ma n’eo ket ho justis dreist hini ar skriverien hag ar farizianed, ne antreot ket e rouantelez an neñv. »

Difacha da genta

21 « Klevet ho-peus ez eus bet lavaret d’ar gozidi : “Ne lazi ket ! An hini a lazo, a vo responteg dirag ar varn”. 22 Me a-vad a lavar deoh : peb den gand droug ennañ a-eneb e vreur, a vo responteg dirag ar varn. An hini a lavaro d’ e vreur : “Raka ! ”, a vo responteg dirag ar zanedrin, hag an hini a lavaro dezañ : “Pennsod !”, a vo responteg dirag jehenn an tan.

23 M’emaout eta o kinnig da brov war an aoter, ha ma teu soñj dit e-neus da vreur eun dra bennag a-eneb dit, 24 lez aze da brov, dirag an aoter, ha kerz da genta da zifacha diouz da vreur. Ha neuze, deus da ginnig da brov.

25 En em reñk gand da enebour, buan, e-keid ha m’emaout gantañ war an hent : evid na vi ket kaset gand an enebour dirag ar barner, ha gand ar barner dirag ar gward, ha na vi ket taolet en toull-bah. 26 Amen, lavared a ran dit : ne zeui ket er-mêz alese beteg m’az-po rentet ar hart gwenneg diweza. »

« An hini a zell ouz eur vaouez… »

27 « Klevet ho-peus ez eus bet lavaret : “Ne vi ket avoultrer”. 28 Me a-vad a lavar deoh : kement den a zell ouz eur vaouez gand ar c’hoant anezi, a zo dija avoultrer ganti en e galon. 29 Ma vez da lagad, an hini dehou, eur gwall-skoill evidout, lam-eñ kuit ha stlap-eñ pell diouzit ! Rag emzavoh eo dit e vefe kollet unan euz da izili eged na vefe taolet da gorv a-bez er jehenn.

30 Ha ma vez da zorn dehou eur gwall-skoill evidout, troh-eñ ha stlap-eñ pell diouzit. Rag emzavoh eo dit e vefe kollet unan euz da izili eged na yafe da gorv a-bez d’ar jehenn. »

« An hini a gas e wreg kuit »

31 « Ha lavaret ez eus bet : “An hini a gas e wreg kuit, a roio dezi eul lizer a dorr-dimezi”. 32 Me a-vad a lavar deoh : an hini a gas e wreg kuit, nemed na vefe eur falsdimezi, he lak da veza avoultrerez ; hag an hini a zimez gand eur vaouez dilezet, a zo avoultrer. »

« Na douit ket »

33 « Ha c’hoaz ! Klevet ho-peus ez eus bet lavaret d’on tud koz : “Ne dorri le ebed ; med roi a ri da leou d’an Aotrou !” 34 Me a-vad a lavar deoh : chomit hep toui tamm ebed. Na dre an neñv : tron eo da Zoue. 35 Na dre an douar : skabell eo evid e dreid. Na dre Jeruzalem : bez ’eo kêr ar Roue-Meur. 36 Na dre da benn, na dou ket kennebeud, rag ne hellez ket lakaad eur blevenn hepken anezañ da veza gwenn pe du. 37 Ra vo ho komz : “Ya ! Ya !”, “Nann ! Nann !” An traou ouspenn a zeu euz an Droug. »

« Na harzit ket ouz an den droug »

38 « Klevet ho-peus ez eus bet lavaret : “Lagad evid lagad” ha “dant evid dant”. 39 Me a-vad a lavar deoh : na harzit ket ouz an den droug. Med d’an den o skoi ganit war da jod dehou, tro ive an hini all. 40 D’an den a fell dezañ da gas d’al lez-varn ha kemer da zae gantañ, lez ive da vantell. 41 Gand an den a houlenn diganit ober eur mil-douar, kerz evid daou vil. 42 Ro d’an hini a houlenn diganit, ha d’an hini a fell dezañ ampresta diganit, na dro ket kein. »

« Karit hoh enebourien »

43 « Klevet ho-peus ez eus bet lavaret : “Kared a ri da nesa ha kasaad a ri da enebour.” 44 Me avad a lavar deoh : karit hoh enebourien, pedit evid ho heskinerien, 45 evid beza mibien ho Tad euz an neñv. Rag lakad a ra an heol da zevel war ar re fall ha war ar re vad, ar glao da goueza war ar re just ha war ar re direiz.

46 Ha ma karit ar re hag ho kar, peseurt gopr ho-po ? Daoust ha ne ra ket ar bublikaned kemend-all ? 47 Ma ne zaludit nemed ho preudeur, petra a rit ouspenn ? Daoust ha ne ra ket ar baianed kemend-all ? 48 C’hwi eta, bezit peurvad, evel m’eo peurvad ho Tad euz an neñv. »