Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Vaze  -  Traduction Danielou  -  An aviel hervez Sant Vaze – Pennad 23

An aviel hervez Sant Vaze
Pennad 23

Pennad tri warn-ugent

« Diwallit diouz ar skriverien »

1 Neuze e komz Jezuz d’ar bobl ha d’e ziskibien, 2 o lavared : « War gador Voizez ema ar farizianed hag ar skriverien azezet. 3 Kement eta a lavaront, deoh d’henn ober ha d’her mired. Diouz o oberou a-vad na rit ket, rag int a lavar med ne reont ket. 4 Eren a reont sammou ponner, hag o lakaad war ziouskoaz an dud, med ne fell ket dezo, int o-unan, o diblas gand o biz. 5 O oll oberou a reont evid beza gwelet gand an dud. Rag ledannaad a reont o filakteriou, hag hirraad o pempillennou. 6 Kared a reont ar skaon a enor er prejou, ar hadoriou kenta er zinagogennou, 7 ar zaludou war al leurgêriou, ha beza anvet “rabbi” gand an dud. »

« N’ho-peus nemed eur mestr »

8 « Evidoh-c’hwi, na vezit ket anvet “rabbi”, rag n’ho-peus nemed eur mestr, ha breudeur oh-c’hwi, oll etrezoh. 9 N’anvit “tad” nikun ahanoh war an douar, rag n’ho-peus nemed eun Tad, hini an neñv. 10 Na vezit ket anvet “mestr”, rag n’ho-peus nemed eur mestr : ar Hrist. 11 An hini brasa en ho touez, ra vo servicher deoh ! 12 An hini en em lako uhel a vo izelleet, hag an hini en em izellaio a vo laket uhel. »

« Reuzeudig ! »

13 « Reuzeudig oh-c’hwi, skriverien ha farizianed ! Pilpouzed ! Prenna a rit rouantelez an neñv dirag an dud : rag c’hwi n’antreit ket e-barz, hag ar re a yafe e-barz n’o lezit ket da vond tre.

15 Reuzeudig oh-c’hwi, skriverien ha farizianed ! Pilpouzed ! Mond a rit war vor ha dre zouar seh, evid gounid eun diskib hepken ; ha pa zeu unan, e rit anezañ eur mab d’an ivern, diou wech gwasoh egedoh.

16 Reuzeudig oh-c’hwi, heñcherien dall ! Rag lavared a rit : “Toui dre ar zantual n’eo netra, med an hini a dou dre aour ar zantual a zo dalhet”. 17 Tud droch ha dall ! Pehini eta eo ar brasa : an aour pe ar zantual a vez santelleet an aour gantañ ? 18 Ha : “Toui dre an aoter n’eo netra, med an hini a dou dre ar prov hag a zo warni a zo dalhet”. 19 Tud dall ! Pehini eta eo ar brasa : ar prov pe an aoter a vez santelleet ar prov ganti ? 20 An neb eta a dou dre an aoter, a dou drezi ha dre gement a zo warni. 21 An neb a dou dre ar zantual, a dou drezañ ha dre an Hini a zo azezet ennañ. 22 Hag an neb a dou dre an neñv, a dou dre dron Doue, ha dre an Hini azezet warnañ.

23 Reuzeudig oh-c’hwi, skriverien ha farizianed ! Pilpouzed ! Pêa a rit an deog war ar vent, ar fanouill hag ar ho min, ha lezel ar pep pouezusa ’zo el lezenn : ar justis, an drugarez hag ar feiz. Red e oa ober kement-mañ, heb dilezel kement-se. 24 Heñcherien dall, o sila ar hwibuenn, hag o lonka ar hañval !

25 Reuzeudig oh-c’hwi, skriverien ha farizianed ! Pilpouzed ! Glannaad a rit an diavêz euz an hanaf hag euz ar skudell, med leun eo an diabarz a laeroñsi hag a zireisted. 26 Farizian dall ! Glanna ’ta diabarz an hanaf da genta, evid ma teuio an diavêz zoken da veza glan !

27 Reuzeudig oh-c’hwi, skriverien ha farizianed ! Pilpouzed ! Heñvel oh-c’hwi ouz beziou bet gwennet, hag a zeblant beza kaer euz an diavêz : o diabarz a-vad a zo leun a eskern re varo hag a bep seurt loustoni. 28 Evel-se evidoh : seblantoud a rit beza just euz an diavêz, evid an dud, med leun eo ho tiabarz a bilpousèrèz hag a fallagriez.

29 Reuzeudig oh-c’hwi, skriverien ha farizianed ! Pilpouzed ! Sevel a rit beziou d’ar brofeted, ha ficha beziou-meur an dud just ; 30 hag e lavarit : “M’or-bije bevet e deiziou on tadou, ne vefem ket bet a-du ganto evid skuilla gwad ar brofeted.” 31 Gand kement-se e roit testeni a-eneb deoh hoh-unan ez oh mibien da vuntrerien ar brofeted. 32 Ha c’hwi, karget ho-peus muzuliad ho tadou. »

« Laza hag heskina a reot »

33 « Naered ! Gouenn naered ! Penaoz e tehot pell diouz barn an ivem ? 34 Setu perag e kasan-me deoh profeted, tud fur ha skriverien. Lod anezo a lazot hag a stagot ouz eur groaz, lod all a skourjezot en ho sinagogennou hag a heskinot a gêr da gêr. 35 Evel-se e kouezo warnoh ar gwad just a-bez, bet skuillet war an douar, adaleg gwad Abel, an den just, beteg gwad Zakari, mab da Varaki, bet drouglazet ganeoh etre ar zantual hag an aoter. 36 Amen, lavared a ran deoh : kement-se a gouezo war ar rummad-mañ. »

« Jeruzalem ! Jeruzalem ! »

37 « Jeruzalem ! Jeruzalem ! Te hag a laz ar brofeted, hag a veinat ar re a zo kaset dit ! Ped gwech eo bet fellet din boda da vugale, e-giz eur yar o voda he foñsined dindan he diouaskell, ha n’eus ket fellet dit ! 38 Setu ma vo lezet ho ti digenvez evidoh. Rag lavared a ran deoh : n’am welot ket ken hiviziken, ken na lavarot : “Benniget an hini a zeu en ano an Aotrou !” »