Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Vaze  -  Traduction Danielou  -  An aviel hervez Sant Vaze – Pennad kenta

An aviel hervez Sant Vaze
Pennad kenta

Adaleg Abraham beteg David

1 Leor orin Jezuz, Krist, mab da Zavid, mab da Abraham. 2 Abraham a oe tad da Izaak ; Izaak da Jakob ; Jakob da Juda ha d’e vreudeur. 3 Juda a oe tad da Farez ha Zara, euz Tamar ; Farez da Ezrom ; Ezrom da Aram ; Aram da Aminabad ; 4 Aminabad da Naason ; Naason da Zalmon ; 5 Salmon da Vooz, euz Rahab. Booz a oe tad da Obed, euz Ruth ; Obed da Jese ; 6 Jese da Zavid, ar roue.

Adaleg David beteg an harlu

David a oe tad da Zalomon, euz an hini a oe bet pried Uri ; 7 Salomon da Roboam ; Roboam da Abia ; Abia da Azaf ; 8 Azaf da Jozafat. Jozafat a oe tad da Joram ; Joram da Ozias ; 9 Ozias da Joatam ; Joatam da Akaz ; Akaz da Ezekiaz. 10 Ezekiaz a oe tad da Vanase ; Manase da Amos ; Amos da Jozias ; 11 Jozias da Jekonias ha d’e vreudeur, en amzer an harlu e Babilon.

Adaleg an harlu beteg Jezuz

12 Ha goude an harlu e Babilon, e oe Jekonias tad da Zalatiel ; Salatiel da Zorobabel ; 13 Zorobabel da Abioud ; Abioud da Eliakim ; Eliakim da Azor. 14 Azor a oe tad da Zadok ; Sadok da Akim ; Akim da Elioud ; 15 Elioud da Eleazar ; Eleazar da Vatan. Matan a oe tad da Jakob ; 16 Jakob da Jozef, pried Mari, an hini m’eo bet ganet anezi Jezuz, anvet Krist.

17 Setu an oll rummadou eta : pevarzeg rummad adaleg Abraham beteg David, pevarzeg rummad adaleg David beteg an harlu e Babilon, pevarzeg rummad adaleg an harlu e Babilon beteg ar Hrist.

Kemennadur da Jozef

18 Evel-henn eo bet orin Jezuz ar Hrist : Mari, e vamm, a oa danvez-pried da Jozef. A-raog beza bevet asamblez, en em gav-hi dougerez dre ar Spered Glan. 19 Jozef, he fried, a zo eun den direbech. Ne fell ket dezañ he dismegañsi ha divizoud a ra he has kuit dre guz. 20 P’ema o soñjal e kement-se, setu ma teu eun êl d’an Aotrou dirazañ, en e gousk, hag a lavar dezañ : « Jozef, mab da Zavid, bez dizaon o kemer ganit Mari da bried : ar vuhez a zo krouet enni a zeu euz ar Spered Glan. 21 Genel a raio eur mab. Roi a ri dezañ e ano : Jezuz, rag eñ eo a zalvo e bobl euz he fehejou. »

22 C’hoarvezet eo an oll draou-mañ evid ma vefe kaset da benn ar pez a zo bet lavaret gand an Aotrou, dre ar profet : 23 « Setu ma vo ar werhez dougerez, ha ma hano eur mab. Lakaad a raint dezañ e ano : “Emmanuel”, ar pez a vez troet : “Doue ganeom”. » 24 Dihunet Jozefeuz e gousk, e ra evel m’e-neus êl an Aotrou kemennet dezañ : kemer a ra e bried gantañ. 25 Ha n’he anavez ket a-raog ma lak-hi eur mab er bed. Roi a ra-eñ dezañ e ano : Jezuz.

Nous utilisons des cookies pour vous proposer une meilleure expérience de navigation, des contenus et services adaptés à vos centres d’intérêts, pour en savoir plus consultez notre politique de confidentialité.

Réglages des cookies

Ci-dessous, vous pouvez choisir quels types de cookies vous souhaitez accepter sur notre site internet. Cliquer sur le bouton "Enregistrer les réglages" pour appliquer vos préférences.

Cookies de fonctionnement (obligatoire)Ces cookies sont nécessaires et garantissent le bon fonctionnement ainsi que l'optimisation de notre site internet.

Cookies analytiquesCes cookies permettent d’obtenir des statistiques de fréquentation de notre site internet afin d’optimiser son ergonomie, sa navigation et ses contenus.

Cookies sociauxNotre site internet peut utiliser des cookies liés aux réseaux sociaux pour vous montrer du contenu tiers comme YouTube et Facebook. Ces cookies permettent d’interagir depuis notre site internet et de partager les contenus du site, lorsque vous cliquez sur les modules "Partager" de Facebook, par exemple. En désactivant ces cookies, vous ne pourrez plus partager les articles de notre site sur les réseaux sociaux.

Cookies de ciblage publicitaireCes cookies peuvent permettre à notre site internet de vous présenter des publicités plus pertinentes et adaptées à vos centres d’intérêt en fonction de votre navigation sur le web. En désactivant ces cookies, des publicités sans lien avec vos centres d’intérêt supposés vous seront proposées sur notre site.

AutresNotre site internet peut utiliser des cookies tiers provenant d'autres services qui ne sont pas de type analytique, social ou publicitaire.