Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Lukaz  -  Aviel hervez sant Lukaz – Pennad 14

Aviel hervez sant Lukaz
Pennad 14

EUR BAREAÑS ALL DA ZEIZ AR ZABAT

1 Eun devez sabat e oa aet Jezuz da breja da di unan euz pennou braz ar Farizianed, hag ar re-mañ ne dennent ket o daoulagad diwarnañ.

2 Ha setu ma oa dirazañ eun den klañv gand an dour-goeñv.

3 Jezuz a lavar d’ar Farizianed ha d’ar Skribed :

— « Daoust hag aotre a zo da barea d’eun deiz sabat pe n’eus ket ? »

4 Med chom e rajont dilavar. Neuze Jezuz a gemeras ar hlanvour, e bareas hag a gasas anezañ en e hent. 5 Hag e lavaras dezo :

— « Pehini ahanoh, ma teu e vab pe e ejenn da goueza en eur puñs, ne denno ket anezañ er-mêz raktal ha goude ma vefe d’eun deiz sabat ? »

6 Respont e-béd ne helljont rei da gement-se.

7 O weled e kemere an dud a oa pedet ar plasou kenta, e lavaras dezo ar barabolenn-mañ :

8 — « Pa vezez pedet gand unan bennag d’eul lein vraz, ne d-a ket da gemered ar plas kenta, gand aon na vefe da zond unan bennag uhelloh egedout, 9 ha na zeufe an hini e-neus ho pedet ho taou da lavared dit : « Ro da blas da hemañ », hag ez afes, méz warnout, d’ar plas diweza.

10 « Med pa vezi pedet, kemer ar plas diweza, ha pa zigouezo an hini e-neus da bedet, e lavaro dit :

« Mignon, sav uhelloh », hag e vezo eun enor evidout dirag an pli gouvidi all.

11 « An neb en em uhella a vo izelleet, an neb en em izella a vo uhelleet ».

12 Jezuz a lavaras ive d’an hini e-noa pedet anezañ :

— « Pa bedez da verenna pe da goania, na béd ket da vignoned na da vreudeur na da gèrent, na da amezeien binvidig, gand aon da veza pedet ganto d’o zro, hag evel-se digollet.

13 « Pa rez lein vraz, péd kentoh peorien, tud vahagnet, tud kamm, tud dall, 14 hag e vezi Eüruz o veza ma n’hellont ket ober dit kemend-all. Digollet e vezi pa zavo an dud just a varo da veo ».

DIWAR-BENN AR GOUVIDI HAG A NAH DOND

15 O kleved kement-se, e lavaras da Jezuz unan euz ar gouvidi :

— « Eüruz an hini e-no perz er préd e Rouantèlèz Doue ».

16 Lavared a reas dezañ :

— « Eun den a oa o vond da rei eur goan vraz hag a bedas kalz a dud. 17 Da vare ar préd e kasas e zervicher da lavared d’ar gouvidi :

— « Deuit ! Prést eo bremañ pep tra ».

18 « Int a-vad en em lakeas, oll a-unan, da glask digareziou. An hini kenta a lavaras dezañ :

— « Eur park am-eus prenet, hag e rankan mond d’e weled. Plijet ganit va digarezi »

19 Unan all a lavaras :

— « Pemp koublad ejenned emaon o nevez prena, hag ez an da êsaea anezo. Plijet ganit va digarezi ».

20 Unan all a lavaras c’hoaz :

— « Nevez dimezet on, setu perag ne hellan ket mond ».

21 « Deuet en-dro, ar zervicher a gontas ar responchou-ze d’e vestr. Neuze ar mestr, aet e kounnar, a lavaras d’ar zervicher :

— « Kee buan dre plasennou ha ruiou kêr, ha digas amañ ar re baour, ar re ampechet, ar re zall, ar re gamm ».

22 Ar mevel a zeuas da lavared :

— « Greet am-eus ar pez az-poa gourhemennet hag e chom plas c’hoaz.

23 Neuze e lavaras an Aotrou d’e zervicher :

— « Kee dre an heñchou, a-hed ar girzier, ha pouez war an dud da ober dezo antreal evid ma vo leun va zi. 24 Rag hel lavared a ran deoh : Nikun euz ar re a oa bet pedet n’e-no an tañva euz va bañvez ».

TREI KEIN DA GEMENT A GARER

25 Eur bern tud a ree hent gand Jezuz. Trei a reas war-zu enno ha lavared dezo :

26 « An neb a zeu davedon hep kared ahanon muioh eged e dad, e vamm, e wrég, e vugale, e vreudeur ha c’hoarezed, hag e vuez e-unan zokén, ne hell ket beza diskibl din.

27 « An hini ne zoug ket e groaz ha ne zeu ket d’am heul ne hell ket beza diskibl din ».

TREI KEIN D’E OLL VADOU

28 « Piou ahanoh, ma fell dezañ sevel eun tour, ne azez ket da genta da ober ar gont euz ar mizou, da weled ha peadra a-walh e-neus da gas al labour da benn, 29 gand aon n’hellfe ket peur-ober e labour, goude beza greet an diazez, ha na zeufe ar re a welfe kement-se da ober goap anezañ :

30 « Setu aze unan, e-neus kroget da zevel eun tour, hag n’e-neus ket gellet echui ! »

31 « Pe c’hoaz : Peseurt roue, o vond da ober brezel d’eur roue all, ha ne azez ket da genta, evid gweled ha gouest eo, gand deg mil den, da zelher penn ouz an hini a zeu dezañ gand ugent mil. 32 Ma n’eo ket gouest, e-keid ha m’ema egile pell c’hoaz, e kas kannaded davetañ da houlenn ober ar peoh.

33 « Evel-se ive, an nep piou bennag ahanoh ha ne zilez ket kement e-neus, n’hell ket beza diskibl din ».

34 « Eun dra vad eo an holen, med ma teu an holen da goll e zaour, gand petra e vo roet dezañ en-dro ? 35 N’eo mui mad nag evid an douar nag evid an teil. Taolet e vez er-mêz. Neb e-neus diskouarn da gleved ra glevo ».