Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Lukaz  -  Aviel hervez sant Lukaz – Pennad 18

Aviel hervez sant Lukaz
Pennad 18

AR BARNER FALLAGR HAG AN INTAÑVEZ TORR-PENN

1 Jezuz a lavaras d’e ziskibien eur barabolenn diwar-benn m’eo réd pedi heb ehan hag hep koll kalon :

2 « Bez e oa, emezañ, en eur gêr, eur barner ha n’e-noa ket a zoujañs evid Doue ; n’en em jale ket kennebeud gand an dud.

3 « En hevelep kêr e oa ive eun intañvez hag a zeuas d’e gavoud en eur lavared : « Barn etrezon ha va enebour ».

4 « E-pad hir amzer ne fellas ket dezañ henn ober. A-benn ar fin e lavaras ennañ e-unan :

— « Daoust ma n’am-eus ket a zoujañs evid Doue, ha ne ran forz euz an dud, 5 koulskoude, o veza ma ’z on enouet ouz he hleved, ez an da rei dezi he goulenn, en aon na gendalhfe da derri din va fenn ».

6 « Peurechui a reas an Aotrou, en eur lavared :

— « Selaouit ar pez a lavar ar barner disleal-ze, ha Doue ne rentfe ket justis d’an dud dibabet gantañ a zo o krial noz-deiz war-zu ennañ, hag e rafe dezo gortoz ?

7 « Hel lavared a ran deoh : Ne vezo ket pell evid rei o gwir dezo. 8 Evelato, Mab an Den pa zeuio, daoust ha kavoud a raio feiz war an douar ? »

AR FARIZIAN HAG AR PUBLIKAN

9 Hag e lavaras Jezuz eur barabolenn evid ar re a grede dezo e oant just, ha n’o-doa nemed disprij evid an dud all :

10 « Daou zen a bignas d’an Templ da bedi, unan anezo a oa eur Farizian, egile eur Publikan.

11 « Ar Farizian, en e-zav, a bede ennañ e-unan evel-henn :

— « Va Doue, da drugarekaad a ran, en abeg n’on ket e-giz ar re all : laer, disleal, avoultrer, pe c’hoaz evel ar publikan-mañ.

12 « Yun a ran diou wech ar zizun, ha rei a ran ive an degved euz kemend a hounezan ».

13 « Ar publikan a-vad en em zalhe e traon an Templ. Ne grede ket zokén sevel e zaoulagad war-zu an Neñv, ha skei a ree war boull e galon en eur lavared :

— « Doue, bez truez ouzin, peher ma ’z on ».

14 « Me ’lavar deoh, hemañ a ziskennas d’e di pardonet gand Doue, med nann egile, rag an neb en em uhella a vo izelleet, hag an neb en em izella a vo uhelleet ».

JEZUZ HAG AR VUGALIGOU [37]

15 An dud a zigase dezañ ar vugale vihan zokén, evid ma touchfe outo. O weled kement-se e ree an diskibien trouz dezo.

16 Med Jezuz a lakeas digas dezañ ar vugaligou vihan en eur lavared :

« Lezit ar vugaligou da zond davedon ; na virit ket outo, rag d’ar re a zo heñvel outo eo Rouantèlèz Doue.17 « E gwirionez m’hel lavar deoh ; An neb ne zigemer ket evel eur bugel [38] Rouantèlèz Doue ne antreo ket enni ».

RISKL AR BINVIDIGEZ

18 Eun den a reñk uhel a houlennas ouz Jezuz :

— « Mestr mad, petra ’m-eus da ober evid kaoud ar vuez peurbaduz da lod ? »

19 Jezuz a lavaras dezañ :

— « Perag e lavarez ez on mad ? N’eus nemed Doue hag a ve mad. 20 Anaoud a rez ar gourhemennou : Ne ri ket a aveuliriez, ne lazi ket, ne laeri ket, ne lavari ket a fals-testeni, da dad da vamm a enori ».

21 Hemañ a respontas :

— « An dra-ze am-eus miret penn-da-benn abaoe va yaouankiz ».

22 O kleved kement-se e lavaras Jezuz dezañ :

— « Eun dra a vank dit c’hoaz : Gwerz kement az-peus, ro ar priz d’ar beorien, hag ez-po eun teñzor en Neñvou, ha neuze, deus d’am heul ».

23 O kleved kement-se e teuas da veza trist, rag pinvidig braz e oa. 24 Ouz e weled e lavaras Jezuz :

— « Na diêz eo d’ar re o-deus danvez tizoud Rouantèlèz Doue. 25 Ya, êsoh eo d’eur hañval tremen dre doull eun nadoz, eged d’eun den pinvidig antreal e Rouantèlèz Doue ».

26 Ar re a oa o selaou a lavaras :

— « Neuze ’ta, piou a hell beza salvet ? »

27 Ha Jezuz a lavaras dezo :

— « Ar pez a zo dreist galloud an den, Doue a hell henn ober ».

DIGOLL AR RE A ZILEZ PEP TRA

28 Pèr a lavaras :

— « Evidom-ni on-eus dilezet or madou hag om aet d’az heul ».

29 Respont a reas :

— « E gwirionez m’hel lavar deoh, n’eus den e-béd hag e-no dilezet ti, gwrég, breudeur, kerent ha bugale, ablamour da Rouantèlèz Doue, 30 ha na resevfe ket kalz muioh en amzer-mañ, hag ar vuez peurbaduz en amzer da zond ».

EVID AN DREDE GWECH E KOMZ EUZ E BASION

31 Jezuz a gemeras gantañ an Daouzeg hag a lavaras dezo :

— « Setu ma pignom da Jeruzalem ha ma vo sevenet kement o-deus skrivet ar brofeted diwar-benn Mab an Den : 32 rag laket e vo etre daouarn ar bayaned, goapeet e vo, dismegañset e vo, skopet e vo outañ ; 33 goude beza e skourjezet e lazint anezañ, ha d’an trede deiz eh adsavo da veo ».

34 Int-i a-vad ne intentent netra e kement-se. Argomz-ze ne oa ket sklêr evito, ha ne ouient ket petra e-noa c’hoant Jezuz da lavared.

DEN DALL JERIKO

35 Jezuz a dostae ouz Jeriko, ha setu eun den dall azezet war ribl an hent o houlenn an aluzenn.

36 O veza klevet tud o tremen e-biou e houlennas petra ’oa a nevez. 37 Roet e oe dezañ da houzoud :

— « Jezuz a Nazared eo a zo o tremen. 38 Krial a reas :

— « Jezuz, Mab David, bez truez ouzin ! »

39 Ar re a gerze er penn a-raog a ree trouz dezañ evid ober dezañ chom peoh, med en a grie gwasoh-gwasa :

— « Mab David, bez truez ouzin !  »

40 Jezuz a jomas a-zav hag a houlennas ma vefe digaset beteg ennañ. Pa oe deuet tost e houlennas outañ :

41 — « Petra ’ fell dit ? » Respont a reas :

— « Aotrou, ma teuio din ar gweled ».

42 Jezuz a lavaras dezañ :

— « Gwél sklêr, da feiz he-deus da zaveteet ».

43 D’ar mare-ze end-eün e teuas dezañ ar gweled. Ar bobl, o weled kement-se, a gane meuleudi da Zoue.