Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Lukaz  -  Aviel hervez sant Lukaz – Pennad 24

Aviel hervez sant Lukaz
Pennad 24

AR BEZ GOULLO

1 Deiz kenta ar zizun, a-bréd diouz ar mintin, e teuas ar merhed d’ar bez, ganto al louzou c’hwéz-vad o-doa pourchaset.

2 Kavoud a rejont ar mên ruillet a-zirag dor ar bez. 3 Eet e-barz, ne gavjont ket korv an Aotrou Jezuz.

4 E-pad ma choment nehet gand kement-se, setu o tomj dirazo daou zen, lugernuz o gwiskamant.

5 Kroget aon enno, hag o fenn troet war-zu an douar, e klevjont anezo o lavared dezo :

— « Perag e klaskit e-touez ar re varo, an hini a zo beo ? 6 N’ema ket amañ, savet eo da veo. Dalhit soñj euz ar pez e-noa lavaret deoh, p’edo c’hoaz e Bro-Halilea. 7 Lavaret e-noa e tlee Mab an Den beza laket etre daouarn ar beherien, beza staget ouz ar groaz, ha sevel beo d’an trede deiz ».

8 Dond a reas da zoñj dezo euz e gomzou.

DISKRED AN EBESTEL

9 Pa oent distroet euz ar bez, e rojont kelou a gement-se d’an unneg abostol ha d’an oll ziskibien all.

10 Bez’ e oa anezo Mari Madalen, Joanna ha Mari mamm Jakez, hag ar re all euz o hompagnunez a lavare ive ar memez tra d’an ebestel.

11 Med, evid ar re-mañ, ne oa ar homzou-ze nemed sorhennou, ha ne gredjont ket ar merhed.

12 Pèr a zavas hag a redas d’ar bez. En eur zoubla e benn da zelled e welas al lurennou laket en o fart o-unan war an douar. Distrei a reas, souezet ennañ e-unan gand ar pez a oa c’hoarvezet.

DAOU ZISKIBL EMMAUZ

13 En deiz-se daou anezo a ree hent war-zu eur geriadenn anvet Emmauz, div eur vale [47] diouz Jeruzalem. 14 Ha kaoz a oa ganto euz an oll draou a oa bet c’hoarvezet.

15 E-kreiz o divizou, pa lavarent o zoñjou an eil d’egile, Jezuz e-unan a zeuas en o-hichenn hag a ree hent ganto. 16 Med n’oa ket o daoulagad evid e anaoud. 17 En a lavaras dezo :

— « Peseurt divizou a zo ganeoh en eur vale ? » Chom a rejont a-zav, tenval o fenn. 18 Hag unan anezo, Kleopas e ano, a respont dezañ :

— « N’eus nemedout, diavezour e Juruzalem, o veza hep gouzoud an traou c’hoarvezet e kêr en deiziou-mañ ».

19 — « Peseurt traou ? » emezañ dezo. Hag int a respont :

— « Diwar-benn Jezuz a Nazared, a zo bet eur profet, braz e halloud en e oberou hag en e gomzou dirag Doue ha dirag ar bobl a-bez.

20 « Med, ar Veleien-Vraz ha renerien or pobl o-deus e roet d’ar gouarnour, evid ma vefe kondaonet d’ar maro ha staget ouz ar groaz.

21 Ni, koulskoude, on-oa esperans e oa eñ o vond da zavetei Israël. Ha gand kement-se ema bremañ an trede devez abaoe m’eo bet c’hoarvezet an traou.

22 « Gwir eo ez eus merhed euz or re-ni, hag o-deus laket ahanom nehet : aet int, mintin mad, d’ar bez. 23 N’o-deus ket kavet e gorv ha deuet int en-dro. Lavared a reont zokén o-deus gwelet Elez ha klevet ganto ez eo beo.

24 « Neuze, unan bennag ahanom a zo eet beteg ar bez, hag o-deus kavet pep tra evel ma lavare ar merhed, med en, n’o-deus ket e welet ».

25 Lavared a reas dezo :

— « O tud berr a spered ha pell o kredi kement o-deus lavaret ar brofeted ! 26 Daoust ha ne ranke ket ar Mesiaz gouzañv ar poaniou-ze evid antreal en e hloar ? »

27 Neuze, o kemer Moizez da genta, ha goudeze an oll Brofeted, e tisplegas dezo en oll skrituriou ar pez a oa diwar e benn.

28 Tostaad a rejont evel-se ouz ar geriadenn, el l’eh m’edont o vond, hag eñ a reas an neuz da gerzed pelloh. 29 Med int-i a bourchuas warnañ en eur lavared :

— « Chom ganeom, rag deuet eo an abardaez hag an deiz a zo dija war e ziskar ». Hag ez eas tre evid chom ganto.30 Ha setu, e-pad m’edo ouz taol, o veza kemeret ar bara e rentas bennoz hag o veza e dorret her roaz dezo [48].

31 Neuze e tigoras o daoulagad hag eh anavezjont anezañ. Med Eñ a yeas kuit diwar o gwél. 32 Hag e lavarjont an eil d’egile :

— « Ha n’eo ket gwir edo or halon o virvi ennom e-pad ma komze ouzom en hent ha ma tisplege deom ar Skrituriou ? »

33 Sevel a rejont raktal ha distrei da Jeruzalem, hag eno e kavjont bodet an unneg abostol hag ar re a oa ganto, hag e klevjont anezo o lavared :

34 — « Gwir mad eo ! Dasorhet eo an Aotrou hag en em ziskouezet e-neus da Zimon ».

35 Hag an daou ziskibl, d’o zro, da gonta petra a oa digouezet war an hent ha penaoz o-doa e anavezet p’e-noa torret ar bara.

JEZUZ EN EM ZISKOUEZ D’E EBESTEL

36 O komz edont c’hoaz pa erruas Jezuz en o zouez. 37 Souezet braz e oent hag e krogas aon enno ; kavoud a ree dezo gweled eur spés. 38 Jezuz a lavaras dezo :

— « Perag beza strafuillet ha kaoud douetañs en ho kalon ? 39 Sellit ouz va daouarn hag ouz va zreid : Me an hini eo. Touchit ouzin ha sellit mad : Eur spés n’e-neus na kig nag eskern evel ma welit din ».

40 Goude beza komzet evel-se e tiskouezas dezo e zaouarn hag e dreid [49]. 41 O joa a oa ken braz ma ne gredent ket c’hoaz, bamet ma oant gand ar zouez, ha setu ma lavaras Jezuz dezo :

— « Ha bez’ ho-peus eun dra bennag da zebri ? »

42 Kinnig a rejont dezañ eun tamm pesk bet poazet war ar hrill. 43 E gemered a reas hag e zebri dirazo.

E GEMENNADUREZIOU DIWEZA

44 Goudeze e lavaras dezo :

— « Dalhit soñj er homzou-mañ am-eus bet lavaret deoh p’edon c’hoaz en ho touez : E ranke dond da wir kement a zo skrivet diwar va fenn e Lezenn Voizez, er Brofeted hag er Salmou ».

45 Neuze e tigoras dezo o spered da intent ar Skrituriou.

46 Hag e lavaras dezo :

— « Evel-se eo merket er Skritur Zakr, e-noa ar Zalver da houzañv ar maro ha da zevel a varo da veo d’an trede deiz, 47 hag e tlee ar cheñch buez evid ar pardon euz ar pehejou beza prezeget en e ano, d’an oll boblou, ha da genta e kêr Jeruzalem.48 « C’hwi eo a zo lakeet da dést a gement-se. 49 Emaon o vond da zigas deoh promesa va Zad [50]. Ha c’hwi, chomit e kêr beteg ma vo deuet deoh an nerz euz an Neñv ».

JEZUZ O SEVEL D’AN NEÑV

50 Goudeze e kasas Jezuz anezo tost da Vetania. Savet gantañ e zaouarn e vennigas anezo.

51 Hag e-pad ma vennige anezo, e pelleas diouto hag e oe douget d’an Neñv.

52 Int-i, goude beza stouet dirazañ, a zistroas e kêr Jeruzalem, levenez vraz en o halon.

53 Hag e vezent dalhmad en Templ o rei meuleudi ha bennoz da Zoue.