Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Lukaz  -  Aviel hervez sant Lukaz – Pennad 6

Aviel hervez sant Lukaz
Pennad 6

AR PENNOU-GWINIZ KUTUILLET

1 D’eun deiz sabat, ma kerze Jezuz a-dreuz parkajou gwiniz, e kutuille e ziskibien pennou-éd, e tizillent anezo e-tre o daouarn hag e tebrent anezo.

2 Lod Farizianed a lavaras :

— « Perag e rit-hu ar pez n’eo ket aotreet ober da zeiz ar zabat ? »

3 Jezuz a respontas dezo :

— « N’ho-peus ket lennet petra ’reas David pa c’hoarvezas dezañ kaoud naon, eñ hag e gompagnuned ? 4 Mond-tre e ti Doue, kemered bara ar hinnig, e zebri ha rei lod d’ar re a oa gantañ ; ar bara-ze ha n’eus den aotreet d’e zebri nemed ar veleien, ha den all e-béd ».

5 Hag e lavaras dezo :

— « Mestr war ar zabat eo Mab an den ».

PAREAÑS DORN DIZEHET EUN DEN

6 Eun deiz sabat all ez eas tre er zinagog hag e kentelias. Bez’ e oa eno eun den seizet e zorn dehou. 7 Ar skribed hag ar Farizianed a zelle gand evez ouz Jezuz, da weled hag ober a rafe eur bareañs da zeiz ar zabat, evid kaoud peadra d’e damall. 8 En a-vad a anaveze o zoñjou. Lavared a reas d’an den seizet e zorn :

— Sav en da-zav ha deus amañ e-kreiz » . Sevel a reas en e-zav. 9 Jezuz a lavaras dezo :

— « Goulenn a ran ouzoh hag aotre a zo da zeiz ar zabat da ober ar mad pe da ober an droug, da zavetei eur vuez pe d’he distruja ? »

10 Hag en eur zelled outo tro-war-dro e lavaras d’an den :

— « Astenn da zorn ».

Henn ober a reas, hag e zorn a oe pareet.

11 Int-i a-vad a oe fuloret, hag e komzent kenetrezo euz ar pez a hellfent ober da Jezuz.

DIBAB AN DAOUZEG

12 En deiziou-ze Jezuz en em dennas war ar menez da bedi hag e tremenas an noz o pedi Doue.

13 Deuet an deiz, e halvas e ziskibien, hag e tibabas daouzeg anezo, a anvas ebestel :

14 Simon, a roas dezañ an ano a Bèr, Andre e vreur, Jakez, Yann, Filip, Bartolome, 15 Maze, Tomaz, Jakez mab Alfe, Simon, lesanvet ar « Greduz », 16 Jud, mab Jakez, ha Judaz Iskariot an hini a yeas da drubard.

AR BOBL O HEULIA JEZUZ

17 O tiskenn ganto e chomas a-zav en eul leh plên, gand eun niver braz euz e ziskibien, hag eur boblad vraz a dud euz Bro-Judea a-bez, hag euz Jeruzalem, hag euz arvor Tir ha Sidon.

18 Deuet e oant d’e gleved ha da gaoud ar pare euz o hleñvejou. Ar re a oa gwasket gand sperejou hudur a veze pareet. 19 Hag e klaske an oll touch outañ, rag eun nerz a zeue anezañ hag o faree oll.

EVURÜZ !

20 O veza savet e zaoulagad war-zu e ziskibien e lavaras :

— « Evuruz oh, c’hwi ar re baour, rag deoh eo Rouantèlèz Doue.

21 « Evuruz oh, c’hwi hag ho-peus naon bremañ : Ho kwalh a vo roet deoh.

« Evuruz oh, c’hwi hag a ouel bremañ : c’hoarzin a reoh.

22 « Evuruz e vezoh, p’o-devo an dud kas ouzoh, pa daolint ahanoh er-mêz, pa vo hoh ano dismegañset, hag argaset ganto evel eun dra fall, ablamour da Vab an den.

23 « Bezit laouen en deiz-se, ha tridit gand ar joa, rag digoll kaer ho-peus da gaoud en Neñvou.

« Evel-se ive e ree o zadou d’ar brofeted ».

MALLOZ !

24 « Med gwas-a-ze deoh ! tud pinvidig, o veza m’ho-peus dija ho frealzidigez.

25 « Gwas-a-ze deoh ! c’hwi hag ho-peus ho kwalh bremañ, rag bez’ ho-po naon. Siwaz deoh ! bremañ o c’hoarzin : doan ha daelou a vo ho lod.

26 « Gwas-a-ze deoh ! pa gomzo brao an oll dud diwar ho penn, rag evel-se e ree o zadou d’ar falz-brofeted ».

KARED AN ENEBOURIEN

27 « Med deoh-c’hwi a zo ouz va zelaou e lavaran : karit hoh enebourien, grit vad d’ar re o-deus kasoni ouzoh.

28 « Goulennit bennoz Doue war ar re a houlenn malloz warnoh ; pedit evid ar re ho tamall e-gaou.

29 « D’an hini a sko ganeoh war eur jod, astennit ebén, hag an hini a lam diganeoh ho mantell, lezit anezañ da gemer ive ho sae.

30 « Roit d’an neb a houlenn diganeoh, ha d’an neb a gemer ho traou n’it ket da houlenn restaol digantañ.

31 « Evel m’ho-peus c’hoant e rafe deoh an dud, grit dezo ive.

32 « Ma karit ar re ho kar, peseurt grad a zo dleet deoh ? Ar beherien o-unan a gar an neb o har.

33 « Ma rit vad d’ar re a ra vad deoh, peseurt grad a zo dleet deoh ? Ar beherien o-unan a ra kement-se.

34 « Ma prestit arhant d’ar re a esperit reseo diganto en-dro, peseurt grad a zo dleet deoh ? Ar beherien o-unan a brést d’ar beherien evid ma vo restaolet dezo kemend-all.

35 « Er hontrol, karit hoh enebourien, grit vad ha prestit hep gortoz netra en-dro. Neuze e vo braz ho tigoll, hag e vezoh bugale da Zoue, Mestr an neñv, rag eñ a zo mad ouz an dud dianaoudeg ha fallagr.

TRUGAREZ HA MADELEZ

36 « Bezit trugarezuz evel m’eo trugarezuz ho Tad.
37 « Na varnit ket ha ne vezoh ket barnet.
« Na gondaonit ket ha ne vezoh ket kondaonet.
« Pardonit hag e vo pardonet deoh.

38 « Roit hag e vo roet deoh : eur muzuliad réz ar bord, stardet, hejet, leun-barr a vo skuillet deoh en ho pruched, rag diouz ar muzul a rooh gantañ evid ar re all e vo muzulet deoh d’ho tro.

ALIOU MAD ALL

39 Jezuz a lavaras ive dezo ar barabolenn-mañ :

— « Daoust hag e hell eun den dall heñcha eun den dall ? Daoust ha ne gouezint ket o-daou en eur poull ?

40 « N’ema ket an diskibl uhelloh eged e vestr, med an diskibl peurzesket a vo par d’e vestr.

41 « Perag e sellez ouz ar blouzenn a zo e lagad da vreur ha ne daolez ket evez ouz an treust a zo en da hini ?

42 « Pe c’hoaz, penaoz e hellez lavared d’az-preur : « Va breur, va lez da lemel ar blouzenn a zo en da lagad  », te ha ne welez ket an treust a zo en da hini ? Den faoz ma ’z out, tenn da genta an treust a zo en da lagad, ha goude e weli sklêr da denna ar blouzenn a zo e lagad da vreur.

43 « N’eus ket a wezenn vad o rei frouez fall, nag a wezenn fall o rei frouez mad.

44 « Pep gwezenn a vez anavezet diouz he frouez. Ne vez ket kutuillet fiez war ar spern na rezin war an dréz.

45 « An den mad a denn ar mad euz teñzor mad e galon, hag an den fall a denn ar fallentez euz e deñzor fall, rag euz ar galon eo e tarz ar homzou a zeu war ar muzellou.

46 « Perag va anvit-hu Aotrou ! Aotrou ! ha ne rit ket ar pez a lavaran ?

47 « Kement den a zeu davedon hag a glèv va homzou hag a vév hervezo, ez an da ziskouez deoh ouz piou eo heñvel :

48 « Heñvel eo ouz eun den o sevel ti : kleuzet e-neus, aet eo don ha lakeet an diazez war ar roh. Deuet eo an doureier braz, en em daolet ar froud-dour ouz an ti-ze, med n’e-neus ket gellet e vralla, rag mad ’oa savet an ti.

49 « An hini a-vad a glèv va homzou ha ne zent ket outo a zo heñvel ouz eun den e-neus savet e di war an douar, hep diazez e-béd. Ar froud-dour a zo en em daolet outañ, ha kerkent ez eo dizahet : distrujet krenn eo bet an ti-ze ».