Accueil  -  Tous les kantikou  -  Mareou Ar Bloaz  -  C’hwi eo Doue

C’hwi eo Doue

Ecouter

Les paroles

En Breton

 

D: C’hwi eo Doue or broiou pell
Hag ar gwenojennou don,
C’hwi eo Doue or c’has da bell
Hag a vale ganeom.

1. Kerz a-dreuz dezerz ha moriou
Beteg ar vro a roin dit,
Kerz heb aon biken da guitaad
Eur vro ha n’eo ket dit.

2. Sao en da zav ! Ganit emaon!
Ne gouezi ket ! Em dorn emaout
Beteg war aochou ar maro
Hag embann va c’homzou.

3. Digor da zorn ha da galon
Hag e klevi va c’han ennout,
Kar da Zoue ha kar da vreur
Hag e kavi da hent.

Job an Irien

En Français

Tu es le Dieu

R: Tu es le Dieu de nos lointains pays
Et de nos profonds sentiers,
Tu es le Dieu qui nous mène au loin
Et marche avec nous.

1. Marche à travers désert et mers
Jusqu’au pays que Je te donnerai,
Marche sans peur de quitter
Un pays qui n’est pas le tien.

2. Lève-toi ! Je suis avec toi !
Tu ne tomberas pas ! Tu es dans ma main
Jusqu’aux rives de la mort
Et annonce mes paroles.

3. Ouvre ta main et ton coeur
Et tu entendras mon chant en toi,
Aime ton Dieu et aime ton frère
Et tu trouveras ta route.

Autres kantikou
(Classés sous Mareou Ar Bloaz)

Contribuer aux corrections

Accéder au formulaire